Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
II JOHN
Up
1
Toggle notes
Chapter 1
II J BretonNT 1:1  An henaour, d'an Itron dibabet ha d'he bugale, a garan er wirionez, ha nann me va-unan met ar re holl o deus anavezet ar wirionez,
II J BretonNT 1:2  abalamour d'ar wirionez a chom ennomp hag a vo ganeomp evit ar beurbadelezh:
II J BretonNT 1:3  Ra vo ganeoc'h ar c'hras, an drugarez hag ar peoc'h, a-berzh Doue an Tad hag a-berzh an Aotrou Jezuz-Krist, Mab an Tad, er wirionez hag er garantez!
II J BretonNT 1:4  En em laouenaet bras on o vezañ kavet meur a hini eus da vugale o kerzhout er wirionez, hervez ar gourc'hemenn hon eus resevet digant an Tad.
II J BretonNT 1:5  Ha bremañ, Itron, e pedan ac'hanout, nann evel ma skrivfen dit ur gourc'hemenn nevez met an hini hon eus bet adalek ar penn-kentañ, ma en em garimp an eil egile.
II J BretonNT 1:6  Ha amañ emañ ar garantez: ma kerzhimp hervez e c'hourc'hemennoù. Kement-se eo ar gourc'hemenn, evel ma hoc'h eus e glevet adalek ar penn-kentañ evit ma kerzhot ennañ.
II J BretonNT 1:7  Rak meur a doueller a zo deuet e-barzh ar bed ha n'anzavont ket ez eo deuet Jezuz-Krist er c'hig. Hennezh eo an toueller hag an enepkrist.
II J BretonNT 1:8  Lakait evezh ouzhoc'h hoch'-unan, evit na gollimp ket ar frouezh eus hol labour, met ma resevimp ur gopr leun.
II J BretonNT 1:9  Piv bennak a dremen dreist ha ne chom ket e kelennadurezh Krist n'en deus ket Doue. An hini a chom e kelennadurezh Krist en deus an Tad hag ar Mab.
II J BretonNT 1:10  Mar deu unan bennak d'ho kavout ha ne zegas ket gantañ ar gelennadurezh-se, na zegemerit ket anezhañ en ho ti ha na saludit ket anezhañ,
II J BretonNT 1:11  rak an hini a salud anezhañ a gemer lod en e oberoù fall.
II J BretonNT 1:12  Petra bennak ma em eus kalz a draoù da skrivañ deoc'h, ne fell ket din henn ober gant paper ha liv, met spi am eus ez in betek ennoc'h hag e komzimp genoù ouzh genoù, evit ma vo peurvat hol levenez.
II J BretonNT 1:13  Bugale da c'hoar dibabet, a salud ac'hanout! Amen.