Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
I THESSALONIANS
1 2 3 4 5
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 1
I Th BretonNT 1:1  Paol, Silvan ha Timote, da Iliz an Desalonikiz a zo e Doue an Tad hag en Aotrou Jezuz-Krist: Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
I Th BretonNT 1:2  Trugarekaat a reomp Doue dalc'hmat evidoc'h, o venegiñ ac'hanoc'h en hor pedennoù,
I Th BretonNT 1:3  o kaout soñj bepred, dirak Doue hon Tad, eus oberenn ho feiz, eus labour ho karantez hag eus started hoc'h esperañs en hon Aotrou Jezuz-Krist.
I Th BretonNT 1:4  Gouzout a reomp, breudeur karet-mat gant Doue, penaos oc'h bet dibabet,
I Th BretonNT 1:5  rak hon Aviel n'eo ket bet kemennet deoc'h gant komzoù hepken, met ivez gant galloud, gant ar Spered-Santel, ha gant ur surentez leun; c'hwi a oar penaos omp en em renet en ho touez hag e-keñver ac'hanoc'h.
I Th BretonNT 1:6  Bet oc'h hon heñvelerien ha re hon Aotrou, o vezañ resevet ar ger e-touez kalz a c'hlac'haroù, gant levenez ar Spered-Santel,
I Th BretonNT 1:7  en hevelep doare ma'z oc'h bet skouerioù evit ar re holl o deus kredet e-barzh Makedonia hag Akaia.
I Th BretonNT 1:8  Rak n'eo ket a-walc'h ma'z eo bet klevet ger an Aotrou eus ho pro e Makedonia hag en Akaia, met ar feiz hoc'h eus e Doue a zo bet anavezet e pep lec'h, en hevelep doare ma n'hon eus ezhomm ken da gomz.
I Th BretonNT 1:9  Rak int a lavar o-unan pebezh degemer hon eus bet diganeoc'h ha penaos hoc'h eus en em zistroet diouzh an idoloù da Zoue, evit servijañ an Doue bev ha gwirion,
I Th BretonNT 1:10  hag evit gortoz eus an neñv e Vab en deus adsavet a varv, Jezuz, an hini a zieub ac'hanomp eus ar gounnar da zont.