Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
I THESSALONIANS
1 2 3 4 5
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 5
I Th BretonNT 5:1  Diwar-benn an amzerioù hag ar pennadoù, n'eus ket ezhomm e vefe skrivet deoc'h, breudeur,
I Th BretonNT 5:2  gouzout mat a rit hoc'h-unan penaos deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz.
I Th BretonNT 5:3  Rak pa lavarint: Peoc'h ha surentez! neuze un distruj buan a zeuio warno, evel ma c'hoarvez ar gwentloù gant ur wreg a zo brazez, ha ne dec'hint ket.
I Th BretonNT 5:4  Met c'hwi, breudeur, n'emaint ket en deñvalijenn evit ma teufe an deiz-se warnoc'h evel ul laer,
I Th BretonNT 5:5  c'hwi a zo holl bugale ar sklêrijenn ha bugale an deiz. N'omp ket eus an noz nag eus an deñvalijenn.
I Th BretonNT 5:6  Na gouskomp ket eta evel ar re all, met beilhomp ha bezomp dilontek.
I Th BretonNT 5:7  Rak ar re a gousk a gousk en noz, hag ar re en em vezv en em vezv en noz.
I Th BretonNT 5:8  Met ni pa'z omp eus an deiz, bezomp dilontek, o vezañ gwisket sae-houarn ar feiz hag ar garantez, ha tog-houarn esperañs ar silvidigezh.
I Th BretonNT 5:9  Rak Doue n'en deus ket hol lakaet evit ar gounnar, met evit gounit ar silvidigezh dre hon Aotrou Jezuz-Krist,
I Th BretonNT 5:10  eñ hag a zo bet marvet evidomp, evit, pe e veilhimp pe e kouskimp, ma vevimp asambles gantañ.
I Th BretonNT 5:11  Dre-se en em greñvait an eil egile hag en em genteilhit an eil egile, evel ma rit dija.
I Th BretonNT 5:12  Ho pediñ a reomp, breudeur, da anavezout ar re a labour en ho touez, a evesha warnoc'h hervez an Aotrou hag ho kelenn,
I Th BretonNT 5:13  ha da gaout evito ur garantez vrasoc'h abalamour d'o labour. Bezit e peoc'h etrezoc'h.
I Th BretonNT 5:14  Ho pediñ a reomp ivez, breudeur, gourdrouzit ar re zizurzh, frealzit ar re a zo digalonekaet, sikourit ar re zinerzh, bezit habask e-keñver an holl.
I Th BretonNT 5:15  Diwallit na rentfe hini ebet droug evit droug, met grit bepred hervez ar mad, hag etrezoc'h hag e-keñver an holl.
I Th BretonNT 5:18  Trugarekait en holl draoù, rak evel-se eo bolontez Doue e Jezuz-Krist en ho keñver.
I Th BretonNT 5:23  Ra santelaio an Doue a beoc'h e-unan kement a zo ennoc'h, ha ra vo miret divlam hoc'h holl spered, ene ha korf, a-benn donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist.
I Th BretonNT 5:24  An hini en deus ho kalvet a zo feal hag a raio kement-se.
I Th BretonNT 5:27  Hoc'h aspediñ a ran dre an Aotrou, ra vo lennet al lizher-mañ d'an holl vreudeur santel.
I Th BretonNT 5:28  Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h! Amen.