Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
I THESSALONIANS
1 2 3 4 5
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 2
I Th BretonNT 2:1  C'hwi hoc'h-unan a oar a-dra-sur, breudeur, penaos hon donedigezh en ho touez n'eo ket bet difrouezh.
I Th BretonNT 2:2  Petra bennak ma hor boa gouzañvet poanioù diagent ha resevet dismegañsoù e Filipi, evel ma ouzoc'h, hon eus kemeret hardizhegezh en hon Doue evit prezeg deoc'h Aviel Doue e-kreiz stourmoù bras.
I Th BretonNT 2:3  Rak n'eus bet en hor prezegerezh nag errol, na tra lous ebet, na tromplerezh.
I Th BretonNT 2:4  Met evel m'en deus Doue kavet mat fiziout ennomp an Aviel, evel-se e komzomp, nann evit plijout d'an dud, met da Zoue a amprou hor c'halonoù.
I Th BretonNT 2:5  Rak n'hon eus biskoazh implijet komzoù lubanus, evel ma ouzoc'h, na labouret dre zroukc'hoant, Doue a zo test a gement-se.
I Th BretonNT 2:6  N'hon eus ket klasket ar gloar a zeu eus an dud, nag en ho touez nag e-touez reoù all ebet, petra bennak ma c'hellemp pouezañ warnoc'h gant galloud evel ebestel Krist,
I Th BretonNT 2:7  met omp bet dous en ho touez. Evel ma kemer ur vagerez ur preder tener eus he bugale,
I Th BretonNT 2:8  evel-se, leun a evezh evidoc'h, hor bije karet reiñ deoc'h nann hepken Aviel Doue, met ivez hor buhez hon-unan, rak hor boa evidoc'h ur garantez vras.
I Th BretonNT 2:9  Soñj hoc'h eus, breudeur, eus hol labour hag eus hor poan. En ur labourat noz-deiz evit na vijemp ket ur bec'h deoc'h eo hon eus prezeget deoc'h Aviel Doue.
I Th BretonNT 2:10  Testoù oc'h ha Doue ivez, pegen santel, pegen reizh ha pegen didamall ez omp en em renet en ho keñver-c'hwi ar re a gred.
I Th BretonNT 2:11  Anavezout a rit ivez penaos hon eus aliet, kalonekaet hag aspedet start pep hini ac'hanoc'h, evel un tad e-keñver e vugale,
I Th BretonNT 2:12  evit m'en em renit en un doare dellezek eus Doue a c'halv ac'hanoc'h d'e rouantelezh ha d'e c'hloar.
I Th BretonNT 2:13  Setu perak ne baouezomp ket da drugarekaat Doue evidoc'h rak, pa hoc'h eus resevet ger Doue disklêriet deoc'h ganeomp, hoc'h eus e zegemeret nann evel ger an dud, met evel ma'z eo e gwirionez, evel ger Doue. Hag e labour gant nerzh ennoc'h-c'hwi ar re a gred.
I Th BretonNT 2:14  Rak c'hwi, breudeur, a zo deuet da vezañ an heñvelerien eus Ilizoù Doue a zo e Judea e Jezuz-Krist, rak hoc'h eus ivez gouzañvet a-berzh ar re eus ho pobl hoc'h-unan an hevelep traoù hag int a-berzh ar Yuzevien,
I Th BretonNT 2:15  int hag o deus lakaet d'ar marv an Aotrou Jezuz hag o frofeded o-unan, o deus hon heskinet, na blijont ket da Zoue, hag a zo enebourien d'an holl dud,
I Th BretonNT 2:16  o virout ouzhimp da gomz d'ar baganed evit ma vint salvet, hag o leuniañ dre-se bepred muioc'h muzul o fec'hedoù. Met fulor Doue a zo deuet warno a-benn ar fin.
I Th BretonNT 2:17  Evidomp, breudeur, o vezañ bet pellaet diouzhoc'h abaoe ur pennad amzer a gorf ha nann a galon, hon eus bet kement muioc'h a c'hoant hag a hast d'ho kwelout a-nevez.
I Th BretonNT 2:18  Fellet eo bet deomp ur wech ha zoken div mont d'ho kavout, da vihanañ me Paol, met Satan en deus miret ouzhimp d'henn ober.
I Th BretonNT 2:19  Rak petra eo hon esperañs, hol levenez, hor c'hurunenn a c'hloar? Ha n'eo ket c'hwi, dirak hon Aotrou Jezuz-Krist en e zonedigezh?