Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
I THESSALONIANS
1 2 3 4 5
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 3
I Th BretonNT 3:1  Dre-se, o vezañ ma ne c'hellemp ket gortoz pelloc'h, karet hon eus muioc'h chom hon-unan en Aten,
I Th BretonNT 3:2  hag hon eus kaset Timote hor breur, ministr Doue, hor c'henlabourer en Aviel Krist, evit ho kalonekaat hag hoc'h aliañ diwar-benn ho feiz,
I Th BretonNT 3:3  evit na vo den brañsellet er glac'haroù-mañ, rak anavezout a rit hoc'h-unan ez omp tonket evit kement-se.
I Th BretonNT 3:4  Pa oamp ganeoc'h, hon eus lavaret deoc'h en a-raok hor bije da c'houzañv poanioù, evel ma'z eo c'hoarvezet hag evel ma ouzoc'h.
I Th BretonNT 3:5  O vezañ ne c'hellen ket gortoz pelloc'h, em eus da glevout diwar-benn ho feiz, gant aon n'en dije an tempter touellet ac'hanoc'h ha na vije deuet hol labour da vezañ difrouezh.
I Th BretonNT 3:6  Met bremañ Timote, o vezañ distroet eus ho kichen d'hor c'havout, en deus degaset deomp keloù mat eus ho feiz hag eus ho karantez; lavaret en deus deomp e virit ur soñj mat ac'hanomp, o c'hoantaat hor gwelout evel ma c'hoantaomp hon-unan ho kwelout.
I Th BretonNT 3:7  Evel-se breudeur, frealzet omp bet dre ho feiz e-kreiz hon holl c'hlac'haroù hag ankenioù.
I Th BretonNT 3:8  Rak bevañ a reomp bremañ, peogwir e chomit start en Aotrou.
I Th BretonNT 3:9  Pebezh trugarez na c'hellomp ket reiñ da Zoue diwar ho penn, evit an holl levenez hon eus dirak hon Doue abalamour deoc'h!
I Th BretonNT 3:10  Pediñ a reomp anezhañ gant birvidigezh noz-deiz evit ma c'hellimp gwelout ho tremm ha peurleuniañ ar pezh a vank d'ho feiz.
I Th BretonNT 3:11  Ra reno Doue e-unan hon Tad, ha Jezuz-Krist hon Aotrou, hor c'hammedoù war-zu ennoc'h,
I Th BretonNT 3:12  ha ra lakaio ac'hanoc'h an Aotrou da greskiñ ha da fonnañ er garantez an eil e-keñver egile hag e-keñver an holl, evel ma hon eus-ni en ho keñver,
I Th BretonNT 3:13  ha ra nerzho ho kalonoù evit ma vint didamall er santelezh dirak Doue hon Tad, pa zeuio hon Aotrou Jezuz-Krist gant e holl sent.