I PETER
Chapter 5
I Pe | BretonNT | 5:1 | Pediñ a ran an henaourien a zo en ho touez, me hag a zo henaour ganto, test eus poanioù Krist, kenlodeg er gloar a dle bezañ diskuliet: | |
I Pe | BretonNT | 5:2 | Mesait deñved Doue a zo en ho touez o veilhañ warno, nann dre heg met a volontez vat, nann evit ur gounid mezhus met a c'hrad vat, | |
I Pe | BretonNT | 5:3 | nann evel pa vijec'h mestr war ar re a zo fiziet ennoc'h met o vezañ skouer vat an tropell. | |
I Pe | BretonNT | 5:5 | En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegañ holl an eil d'egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d'ar re uvel. | |
I Pe | BretonNT | 5:6 | En em izelait eta dindan dorn galloudus Doue, evit ma uhelaio ac'hanoc'h pa vo an amzer, | |
I Pe | BretonNT | 5:7 | oc'h en em divec'hiañ warnañ eus hoc'h holl nec'hamantoù, rak e teu d'ho prederiañ. | |
I Pe | BretonNT | 5:8 | Bezit poellek, beilhit, rak hoc'h enebour an diaoul a dro war ho tro evel ul leon o yudal, o klask piv a c'hello lonkañ. | |
I Pe | BretonNT | 5:9 | Harpit outañ o vezañ start er feiz, o c'houzout penaos ho preudeur a zo er bed a c'houzañv an hevelep poanioù. | |
I Pe | BretonNT | 5:10 | Hag an Doue a bep gras, en deus hor galvet d'e c'hloar peurbadus e Jezuz-Krist, goude ma ho po gouzañvet un nebeudig, ho klokaio, ho kreñvaio, ho nerzho, ho lakaio da vezañ divrall. | |
I Pe | BretonNT | 5:12 | Berr a-walc'h em eus skrivet deoc'h dre Silvan, ur breur feal a gav din, evit aliañ ac'hanoc'h hag asurañ ac'hanoc'h penaos eo hounnezh gwir c'hras Doue, an hini e chomit start enni. | |