I PETER
Chapter 1
I Pe | BretonNT | 1:1 | Pêr, abostol Jezuz-Krist, d'ar re zibabet a vev evel diavaezidi stlabezet er Pont, e Galatia, e Kapadokia, en Azia hag e Bitinia, | |
I Pe | BretonNT | 1:2 | dibabet hervez ragouiziegezh Doue an Tad, evit bezañ santelaet gant ar Spered, evit sentiñ ouzh Jezuz-Krist ha kaout lod e sparfadur e wad: Ra vo ar c'hras hag ar peoc'h kresket deoc'h! | |
I Pe | BretonNT | 1:3 | Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, en deus hon eil-c'hanet hervez e drugarez vras evit un esperañs bev dre adsavidigezh Jezuz-Krist a-douez ar re varv, | |
I Pe | BretonNT | 1:5 | c'hwi hag a zo miret gant galloud Doue, dre ar feiz, evit ar silvidigezh prest da vezañ diskuliet en amzerioù diwezhañ. | |
I Pe | BretonNT | 1:6 | E kement-se en em laouenait, petra bennak ma'z oc'h tristaet bremañ evit un nebeud amzer dre veur amprouenn pa'z eo ret e c'hoarvezfe kement-se, | |
I Pe | BretonNT | 1:7 | evit ma teuio amprouenn ho feiz, priziusoc'h eget an aour a ya da goll hag a zo koulskoude amprouet dre an tan, da dreiñ evidoc'h e meuleudi, enor ha gloar, da emziskuliadur Jezuz-Krist. | |
I Pe | BretonNT | 1:8 | Karout a rit anezhañ hep bezañ e welet, krediñ a rit ennañ hep bezañ e welet c'hoazh, hag en em laouenait gant ul levenez dilavarus ha glorius, | |
I Pe | BretonNT | 1:10 | Diwar-benn ar silvidigezh-se eo o deus enklasket hag imbourc'het pizh ar brofeded o deus profedet diwar-benn ar c'hras dlee dont ennoc'h, | |
I Pe | BretonNT | 1:11 | o klask anavezout e peseurt amzer hag e peseurt degouezhioù e c'hoarvezfe ar pezh a ziskoueze Spered Krist a oa enno, eñ hag a destenie diagent poanioù Krist hag ar gloar a heuilhfe anezho. | |
I Pe | BretonNT | 1:12 | Diskuliet e voe dezho penaos ne oa ket evito o-unan met evidomp-ni e oant ministred eus an traoù-se, a zo bet disklêriet deoc'h bremañ gant ar re o deus prezeget an Aviel deoc'h dre ar Spered-Santel degaset eus an neñv, traoù hag a garfe an aeled o gwelout betek ar foñs. | |
I Pe | BretonNT | 1:13 | Dre-se gourizit divgroazell ho klevidigezh, bezit poellek, gortozit gant un esperañs peurvat ar c'hras a vo degaset deoc'h da emziskuliadur Jezuz-Krist, | |
I Pe | BretonNT | 1:14 | hag evel bugale sentus, n'en em renit ket diouzh droukc'hoantoù ho tiouiziegezh a wechall. | |
I Pe | BretonNT | 1:15 | Met evel ma'z eo santel an hini en deus ho kalvet, bezit hoc'h-unan santel en hoc'h holl gundu, | |
I Pe | BretonNT | 1:17 | Ha mar galvit Tad an hini a varn pep unan hervez e oberoù hep ober van eus den, en em renit eta gant doujañs e-pad an amzer hoc'h eus da dremen amañ, | |
I Pe | BretonNT | 1:18 | o c'houzout penaos n'eo ket dre draoù breinus, evel arc'hant pe aour, oc'h bet dasprenet eus an doare aner da vevañ ho poa bet da hêrezh digant ho tadoù, | |
I Pe | BretonNT | 1:20 | raktonket dija a-raok krouidigezh ar bed, met diskuliet en amzerioù diwezhañ abalamour deoc'h, | |
I Pe | BretonNT | 1:21 | drezañ e kredit e Doue, eñ hag en deus e adsavet a-douez ar re varv ha roet dezhañ gloar, evit ma vije ho feiz hag hoc'h esperañs e Doue. | |
I Pe | BretonNT | 1:22 | O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc'h eus glanaet hoc'h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc'h an eil egile gant ur galon c'hlan, | |
I Pe | BretonNT | 1:23 | o vezañ bet eil-c'hanet nann dre un had breinus met dre un had divreinus, dre c'her Doue a vev hag a chom da viken. | |
I Pe | BretonNT | 1:24 | Rak pep kig a zo evel ar geot, hag holl c'hloar an den evel bleuñv ar geot. Ar geot a zisec'h hag e vleuñv a gouezh, | |