I PETER
Chapter 2
I Pe | BretonNT | 2:1 | O tilezel eta pep fallentez, pep touellerezh, pep troidellerezh, pep gwarizi ha pep droukkomz, | |
I Pe | BretonNT | 2:2 | c'hoantait evel bugale nevez-c'hanet laezh glan ar ger, evit ma c'hellot kreskiñ drezañ, | |
I Pe | BretonNT | 2:4 | en ur dostaat outañ, eñ hag a zo ar maen bev taolet kuit gant an dud, met dibabet gant Doue ha prizius. | |
I Pe | BretonNT | 2:5 | C'hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist. | |
I Pe | BretonNT | 2:6 | Dre-se eo lavaret er Skritur: Setu, e lakaan e Sion ur maen-korn dibabet ha prizius, hag an hini a gredo ennañ ne vo ket mezhekaet. | |
I Pe | BretonNT | 2:7 | Resev a reot eta an enor, c'hwi ar re a gred. Met evit ar re zifeiz, ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ ar maen-korn, | |
I Pe | BretonNT | 2:8 | ur maen-kouezh hag ur roc'h a wallskouer. Int en em stok a-enep dezhañ o tisentiñ ouzh ar ger, hag evit kement-se eo ez int bet tonket. | |
I Pe | BretonNT | 2:9 | Met c'hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d'e sklêrijenn vurzhudus, | |
I Pe | BretonNT | 2:10 | c'hwi ha ne oac'h ket gwechall ur bobl met a zo bremañ pobl Doue, c'hwi ha n'ho poa ket kavet trugarez met hoc'h eus kavet bremañ trugarez. | |
I Pe | BretonNT | 2:11 | Re garet-mat, ho pediñ a ran evel diavaezidi ha beajourien d'en em virout diouzh an droukc'hoantoù kigel a ra brezel ouzh an ene, | |
I Pe | BretonNT | 2:12 | oc'h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc'h oberoù mat e-lec'h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec'h torfedourien. | |
I Pe | BretonNT | 2:13 | Plegit eta, abalamour d'an Aotrou, da gement tra ensvet gant an dud, pe d'ar roue evel d'an hini a zo dreist ar re all, | |
I Pe | BretonNT | 2:14 | pe d'ar c'houarnourien evel da dud kaset eus e berzh da gastizañ ar re a ra an droug ha da aprouiñ ar re a ra ar mad. | |
I Pe | BretonNT | 2:15 | Rak bolontez Doue eo, ma serrot ar genoù da ziouiziegezh an dud dibourvez a skiant-vat en ur ober ar mad, | |
I Pe | BretonNT | 2:16 | evel o vezañ frank, nann evel tud a ra eus al librentez ur ouel da c'holeiñ o fallentez, met evel servijerien Doue. | |
I Pe | BretonNT | 2:18 | Servijerien, bezit sentus ouzh ho mistri e pep doujañs, nann hepken ouzh ar re a zo mat ha dous, met ivez ouzh ar re a zo diaes. | |
I Pe | BretonNT | 2:19 | Rak ur c'hras eo pa zeu unan bennak da c'houzañv enkrezioù en abeg d'e goustiañs e-keñver Doue, o poaniañ en gaou. | |
I Pe | BretonNT | 2:20 | Rak peseurt gloar a zeu deoc'h mar gouzañvit gant pasianted bezañ skoet pa hoc'h eus graet an droug? Met mar gouzañvit gant pasianted ar poan evit bezañ graet ar mad, kement-se a zo ur c'hras eus Doue. | |
I Pe | BretonNT | 2:21 | Da gement-se eo ez oc'h bet galvet, peogwir Krist ivez en deus gouzañvet poanioù evidoc'h, o lezel deoc'h ur skouer evit ma kerzhot war e lerc'h, | |
I Pe | BretonNT | 2:22 | eñ ha n'en deus graet pec'hed ebet ha n'eus ket bet kavet tromplerezh en e genoù, | |
I Pe | BretonNT | 2:23 | eñ, dismegañset, na rente dismegañs ebet, gwallgaset, na rae gourdrouz ebet met en em lakae dindan an hini a varn gant reizhder, | |
I Pe | BretonNT | 2:24 | eñ hag en deus douget hor pec'hedoù e-unan en e gorf war ar c'hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d'ar pec'hed, da vevañ d'ar reizhder, eñ ez oc'h bet yac'haet dre e c'houlioù. | |