I PETER
Chapter 4
I Pe | BretonNT | 4:1 | Evel-se, Krist o vezañ gouzañvet evidomp er c'hig, c'hwi ivez en em armit gant an hevelep soñj; rak an hini en deus gouzañvet er c'hig en deus paouezet da bec'hiñ, | |
I Pe | BretonNT | 4:2 | evit na vevo mui hervez droukc'hoantoù an dud, met hervez bolontez Doue, e-pad an amzer a chom gantañ da vevañ er c'hig. | |
I Pe | BretonNT | 4:3 | Rak a-walc'h eo deomp bezañ graet en amzer hor buhez tremenet bolontez ar baganed, en ur gerzhout en hudurniezh, en droukc'hoantoù, er vezventi, er c'horfadoù hag en idolerezh argarzhus. | |
I Pe | BretonNT | 4:4 | Hag e kavont souezhus na redfec'h ket ganto en un hevelep diroll a vuhez fall, hag e troukkomzont ac'hanoc'h. | |
I Pe | BretonNT | 4:6 | Rak an Aviel a zo bet ivez prezeget d'ar re varv, evit ma teujent, goude bezañ bet barnet er c'hig hervez an den, da vevañ er spered hervez Doue. | |
I Pe | BretonNT | 4:8 | Dreist-holl, ho pet an eil evit egile ur garantez birvidik, rak ar garantez a c’holoio un niver bras a bec'hedoù. | |
I Pe | BretonNT | 4:10 | Ra implijo pep hini an donezon en deus resevet e servij ar re all, evel merourien vat a bep gras Doue. | |
I Pe | BretonNT | 4:11 | Mar komz unan bennak, ra gomzo hervez gerioù Doue. Mar gra unan bennak ur servij, ra raio anezhañ hervez an nerzh en deus Doue roet dezhañ, evit ma vo en holl draoù roet gloar da Zoue dre Jezuz-Krist, a zo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen. | |
I Pe | BretonNT | 4:12 | Re garet-mat, ne vezit ket souezhet ma ez eus ur fornez en ho touez evit hoc'h amprouiñ, evel ma c'hoarvezfe ganeoc'h un dra iskis bennak. | |
I Pe | BretonNT | 4:13 | Met en em laouenait o vezañ ma hoc'h eus lod e poanioù Krist, evit ma viot ivez leuniet eus ul levenez vras-meurbet pa vo diskuliet e c'hloar. | |
I Pe | BretonNT | 4:14 | Mar bez lavaret dismegañsoù deoc'h abalamour da anv Krist, eürus oc'h, rak ar Spered a c'hloar, Spered Doue, a zo warnoc'h. Mallozhet eo ganto, met resev a ra gloar diganeoc'h. | |
I Pe | BretonNT | 4:15 | Ra ne c'houzañvo hini ac'hanoc'h evel ur muntrer, pe ul laer, pe un torfedour, pe un den a emell e traoù ar re all. | |
I Pe | BretonNT | 4:16 | Met mar gouzañv unan bennak evel kristen, ra n'en devo ket mezh ha ra roio gloar da Zoue e kement-se. | |
I Pe | BretonNT | 4:17 | Rak an amzer a zeu ma tle ar varn kregiñ gant ti Doue. Ha mar krog ganeomp-ni, petra a vo diwezh ar re na sentont ket ouzh Aviel Doue? | |
I Pe | BretonNT | 4:18 | Mar bez a-boan salvet an den reizh, petra e teuio da vezañ an den dizoue hag ar pec'her? | |