II CORINTHIANS
Chapter 7
II C | BretonNT | 7:1 | O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c'hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c'hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue. | |
II C | BretonNT | 7:2 | Degemerit ac'hanomp, n'hon eus graet droug da zen, n'hon eus noazet da zen, n'hon eus graet hor mad eus den. | |
II C | BretonNT | 7:3 | Ne lavaran ket kement-mañ evit ho kondaoniñ, rak dija em eus lavaret ez oc'h en hor c'halonoù evit mervel asambles hag evit bevañ asambles. | |
II C | BretonNT | 7:4 | Komz a ran ouzhoc'h gant kalz a hardizhegezh, ul lec'h mat am eus da dennañ gloar ac'hanoc'h, leuniet on a frealz, karget on a levenez e-kreiz hon holl c'hlac'haroù. | |
II C | BretonNT | 7:5 | Rak abaoe ma'z on deuet e Makedonia, hor c'hig n'en deus bet diskuizh ebet, met glac'haret omp bet e pep doare, dre stourmoù en diavaez hag aon en diabarzh. | |
II C | BretonNT | 7:7 | ha n'eo ket hepken dre e zonedigezh, met ivez dre ar frealz en deus bet diganeoc'h, en ur reiñ da anavezout deomp ho c'hoant bras, ho taeroù, ho kred evidon, en hevelep doare ma'z eo bet kresket va levenez. | |
II C | BretonNT | 7:8 | Petra bennak ma em eus ho tristaet gant va lizher, ne'm eus ket keuz a gement-se, zoken mar em eus bet keuz a-se, rak gwelout a ran penaos al lizher-se en deus ho tristaet evit ur pennad amzer. | |
II C | BretonNT | 7:9 | Bremañ en em laouenaan, nann abalamour ma em eus tristaet ac'hanoc'h, met abalamour ma he deus ho tristidigezh ho kaset da gaout keuz, rak tristaet oc'h bet hervez Doue, en hevelep doare ma n'hoc'h eus bet koll ebet eus hor perzh. | |
II C | BretonNT | 7:10 | Rak an dristidigezh hervez Doue a ro ur c'heuz a gas d'ar silvidigezh ha ne vo biken kerse anezhi, met tristidigezh ar bed a zegas ar marv. | |
II C | BretonNT | 7:11 | Ha setu, an hevelep tristidigezh-se hervez Doue, nag a resevender n'he deus ket degaset ennoc'h, nag a zidamalloù, nag a vrouez, nag a zoujañs, nag a c'hoant, nag a gred, nag a gastiz! Diskouezet hoc'h eus e pep keñver ez oc'h glan en afer-se. | |
II C | BretonNT | 7:12 | Evel-se pa em eus skrivet deoc'h, ne oa ket abalamour d'an hini en doa graet an droug nag abalamour d'an hini a oa bet graet dezhañ, met evit reiñ da anavezout deoc'h ar preder hon eus evidoc'h dirak Doue. | |
II C | BretonNT | 7:13 | Dre-se ez omp bet frealzet dre ho frealz, met muioc'h c'hoazh ez omp bet laouenaet abalamour da levenez Tit, rak e spered a zo bet dinec'het ganeoc'h holl. | |
II C | BretonNT | 7:14 | Mar em eus tennet gloar ac'hanoc'h dirazañ en un dra bennak, n'em eus ket bet mezh a-se, met evel ma hon eus lavaret an holl draoù gant gwirionez, ar pezh hon eus tennet gloar anezhañ dirak Tit a zo en em gavet gwir. | |
II C | BretonNT | 7:15 | E garantez evidoc'h a zeu da vezañ c'hoazh brasoc'h pa en deus soñj eus sentidigezh pep hini ac'hanoc'h ha penaos hoc'h eus e zegemeret gant doujañs ha krenadenn. | |