II CORINTHIANS
Chapter 13
II C | BretonNT | 13:1 | Setu an trede gwech ma'z an d'ho kavout. War gomz daou pe dri dest pep tra a vo peurglozet. | |
II C | BretonNT | 13:2 | Lavaret em eus dija ha lavarout a ran a-ziagent, evel pa vefen en ho touez evit an eil gwech, bremañ o vezañ ezvezant, e skrivan d'ar re o deus pec'het a-ziaraok ha d'an holl re all, penaos mar deuan adarre n'espernin hini anezho, | |
II C | BretonNT | 13:3 | peogwir e klaskit ur brouenn emañ Krist o komz drezon, eñ ha n'eo ket dinerzh en ho keñver met a zo galloudek ennoc'h. | |
II C | BretonNT | 13:4 | Rak, petra bennak ma'z eo bet staget ouzh ar groaz en dinerzhded, koulskoude ez eo bev dre c'halloud Doue. Ni ivez a zo dinerzh ennañ, met bevañ a raimp gantañ dre c'halloud Doue en ho keñver. | |
II C | BretonNT | 13:5 | En em eveshait hoc'h-unan da welout hag emaoc'h er feiz, en em amprouit hoc'h-unan. Ha n'anavezit ket hoc'h-unan penaos emañ Jezuz-Krist ennoc'h? Nemet e vefec'h marteze diveulet. | |
II C | BretonNT | 13:7 | Met e pedan Doue na reot droug ebet, nann evit ma seblantfemp bezañ kavet mat, met evit ma reot ar pezh a zo dereat d'ober, ha pa dlefemp bezañ evel diveulet hon-unan. | |
II C | BretonNT | 13:9 | Levenez hon eus pa vezomp dinerzh gant ma viot kreñv. Hag ar pezh a c'houlennomp en hor pedennoù, eo ma teuot da vezañ peurvat. | |
II C | BretonNT | 13:10 | Setu perak e skrivan an traoù-mañ o vezañ ezvezant, evit pa vin bezant, na'm bo ket da vezañ garv ganeoc'h, hervez ar galloud en deus an Aotrou roet din evit kenteliañ ha nann evit distrujañ. | |
II C | BretonNT | 13:11 | A-hend-all, breudeur, en em laouenait, klaskit bezañ peurvat, en em frealzit, bezit en un hevelep soñj, bevit e peoc'h, hag an Doue a garantez hag a beoc'h a vo ganeoc'h. | |