II CORINTHIANS
Chapter 11
II C | BretonNT | 11:1 | Plijus e vefe din hag e c'hellfec'h gouzañv un tamm va follentez; ya, me ho ped, gouzañvit ac'hanon. | |
II C | BretonNT | 11:2 | Rak me a zo gwarizius ac'hanoc'h, gant ur warizi eus Doue, abalamour ma em eus unanet ac'hanoc'h da ur pried hepken, evit ho kinnig da Grist evel ur werc'hez c'hlan. | |
II C | BretonNT | 11:3 | Met evel ma tromplas an naer Eva dre widre, aon am eus na zeufe ivez ho soñjoù d'en em vreinañ diouzh an eeunder a zo e Krist. | |
II C | BretonNT | 11:4 | Rak mar deufe unan bennak da brezeg deoc'h ur Jezuz all disheñvel diouzh an hini hon eus prezeget, pe mar resevfec'h ur Spered all disheñvel diouzh an hini hoc'h eus resevet, pe un Aviel all disheñvel diouzh an hini hoc'h eus degemeret, en gouzañvfec'h mat. | |
II C | BretonNT | 11:6 | Mar d-on evel un den izel e-keñver ar gomz, n'on ket e-keñver an anaoudegezh. En em roet hon eus da anavezout en ho touez e pep doare hag en holl draoù. | |
II C | BretonNT | 11:7 | Ha graet em eus ur pec'hed oc'h en em izelaat va-unan evit ma vijec'h uhelaet, en ur brezeg deoc'h evit netra Aviel Doue? | |
II C | BretonNT | 11:9 | Pa'z on bet en em gavet en ezhomm en ho touez, n'on bet ur bec'h da zen ebet, rak ar vreudeur deuet eus Makedonia o deus pourvezet d'ar pezh a vanke din. En holl draoù ez on en em ziwallet da vezañ ur bec'h deoc'h hag en em virin. | |
II C | BretonNT | 11:10 | Dre wirionez Krist a zo ennon, ne vo ket lamet diganin al lec'h a c'hloar-se e broioù eus Akaia. | |
II C | BretonNT | 11:12 | Met e ran kement-se hag henn ober a rin c'hoazh evit lemel pep digarez digant ar re a glask an digarez da vezañ kavet eveldomp en traoù a dennont gloar diouto. | |
II C | BretonNT | 11:13 | Rak hevelep tud a zo fals-ebestel, labourerien tromplus dic'hizet en ebestel Krist. | |
II C | BretonNT | 11:14 | Ha kement-se n'eo ket souezhus, rak Satan e-unan en em zic'hiz en un ael a sklêrijenn. | |
II C | BretonNT | 11:15 | N'eo ket eta fromus en em zic'hizfe ivez e servijerien e servijerien ar reizhder, met o diwezh a vo hervez o oberoù. | |
II C | BretonNT | 11:16 | Henn lavarout a ran c'hoazh, ra ne gemero den ac'hanon evel un den diskiant. Pe neuze, degemerit ac'hanon evel un den diskiant evit ma en em roin gloar un tamm ivez. | |
II C | BretonNT | 11:17 | Ar pezh a lavaran, n'eo ket hervez an Aotrou, met evel dre follentez, gant ar fiziañs-se a gavan gloar ennañ. | |
II C | BretonNT | 11:20 | Mar deu unan bennak d'ho mestroniañ, d'ho lonkañ, da gregiñ ennoc'h, mar en em uhela, pe mar sko ac'hanoc'h war ho tremm, e c'houzañvit anezhañ. | |
II C | BretonNT | 11:21 | Mezh am eus o lavarout-se, ni a zo bet dinerzh. Koulskoude, e komzan gant follentez, kement tra a c'hell unan all krediñ ober, me a gred ivez henn ober. | |
II C | BretonNT | 11:22 | Hag Hebreed int? Bez' on ivez. Hag Israeliz int? Bez' on ivez. Hag a lignez Abraham int? Bez' on ivez. | |
II C | BretonNT | 11:23 | Ha ministred Krist int? Komz a ran gant follentez, bez' on muioc'h c'hoazh, kalz muioc'h el labourioù, kalz muioc'h er goulioù, muioc'h er prizonioù, alies e riskl ar marv, | |
II C | BretonNT | 11:25 | teir gwech on bet pilet gant gwalinier, ur wech on bet meinataet, teir gwech em eus graet peñse, tremenet em eus un nozvezh hag un devezh en donder. | |
II C | BretonNT | 11:26 | Alies on bet e beaj, e riskl war ar stêrioù, e riskl a-berzh al laeron, e riskl e-touez tud va fobl, e riskl e-touez ar baganed, e riskl er c'hêrioù, e riskl el lec'hioù distro, e riskl war vor, e riskl e-touez ar fals-breudeur, | |
II C | BretonNT | 11:27 | er poanioù, el labourioù, er beilhadennoù alies, en naon, er sec'hed, alies er yunoù, er yenijenn, en noazhder. | |
II C | BretonNT | 11:28 | Hag hep komz eus an traoù all, bemdez ez on gronnet gant prederioù an holl Ilizoù. | |
II C | BretonNT | 11:31 | An Doue ha Tad eus hon Aotrou Jezuz-Krist, benniget ra vo da virviken, a oar ne lavaran ket a c'hevier. | |
II C | BretonNT | 11:32 | E Damask, gouarnour ar roue Aretaz en doa graet diwall kêr an Damaskenianed evit kregiñ ennon, | |