II CORINTHIANS
Chapter 12
II C | BretonNT | 12:1 | A dra-sur ne zere ket ouzhin en em reiñ gloar, rak e teuin da gomz eus gweledigezhioù ha diskuliadurioù a-berzh an Aotrou. | |
II C | BretonNT | 12:2 | Anavezout a ran un den e Krist a voe estlammet betek an trede neñv ouzhpenn pevarzek vloaz 'zo; pe e voe en e gorf, n'ouzon ket, pe e voe er-maez eus e gorf, n'ouzon ket, Doue a oar. | |
II C | BretonNT | 12:3 | Gouzout a ran penaos an den-se, pe e voe en e gorf, n'ouzon ket, pe e voe er-maez eus e gorf, n'ouzon ket, Doue a oar, | |
II C | BretonNT | 12:4 | a voe savet er baradoz, hag e klevas komzoù dilavarus ha ne c'hell ket an den o distagañ. | |
II C | BretonNT | 12:5 | Tennañ a rin gloar eus an den-se, met ne dennin ket gloar ac'hanon va-unan, nemet eus va dinerzhded. | |
II C | BretonNT | 12:6 | Ma fellfe din en em reiñ gloar, ne vefen ket diskiant rak ne lavarfen nemet ar wirionez, met en em virout a ran evit na veulo den ac'hanon en tu all d'ar pezh a wel ennon pe d'ar pezh a glev diganin. | |
II C | BretonNT | 12:7 | Ha gant aon n'en em c'hwezhfen re abalamour da vrasted dispar an diskuliadurioù-se, eo bet lakaet din em c'hig ur broud, un ael eus Satan, evit va c'hrabanata, evit n'en em uhelafen ket. | |
II C | BretonNT | 12:9 | ha lavaret en deus din: Va gras a zo a-walc'h evidout, rak va galloud en em ziskouez en dinerzded. Tennañ a rin gloar eta kentoc'h eus va dinerzhded, evit ma chomo galloud Krist ennon. | |
II C | BretonNT | 12:10 | Dre-se, en em blijout a ran en dinerzhded, er dismegañsoù, en ezhommoù, en heskinoù, en ankenioù, evit anv Krist. Rak pa'z on dinerzh, neuze ez on kreñv. | |
II C | BretonNT | 12:11 | Foll on bet oc'h en em reiñ gloar, c'hwi eo hoc'h eus va rediet da vezañ. Rak ganeoc'h eo e tleen bezañ meulet, dre ma n'on ket bet izeloc'h e netra eget ar re wellañ eus an ebestel, petra bennak ma n'on netra. | |
II C | BretonNT | 12:12 | Ar prouennoù eus va abostolerezh o deus lugernet en ho touez dre ur basianted leun, dre virakloù, burzhudoù hag oberoù a c'halloud. | |
II C | BretonNT | 12:13 | Rak e petra oc'h bet disteroc'h eget an Ilizoù all, nemet en dra ma ne'm eus ket bec'hiet ac'hanoc'h? Pardonit din ar gwall-se. | |
II C | BretonNT | 12:14 | Setu, evit an trede gwech on prest da vont d'ho kavout ha ne viot ket bec'hiet ganin, rak n'eo ket ho madoù a glaskan, c'hwi hoc'h-unan eo. Evit gwir, n'eo ket ar vugale a dle dastum evit an tadoù, met an tadoù evit ar vugale. | |
II C | BretonNT | 12:15 | Me a zispigno a galon-vat hag en em zispigno c'hoazh va-unan evit hoc'h eneoù, petra bennak ma vin karet nebeutoc'h, o karout ac'hanoc'h gant kement a garantez. | |
II C | BretonNT | 12:16 | Mat! Ne'm eus ket bec'hiet ac'hanoc'h, met o vezañ un den troidellus, em eus ho kemeret dre ijin. | |
II C | BretonNT | 12:17 | Ha tennet em eus un dra bennak diganeoc'h dre unan bennak eus ar re am eus kaset deoc'h? | |
II C | BretonNT | 12:18 | Dibabet em eus Tit ha kaset em eus ur breur gantañ. Hag en deus tennet Tit ur gounid bennak diganeoc'h? Ha n'hon eus ket kerzhet en hevelep spered, war an hevelep roudoù? | |
II C | BretonNT | 12:19 | Ha krediñ a rit e fell deomp adarre en em zidamall dirazoc'h? Komz a reomp dirak Doue e Krist, ha kement-se holl, re garet mat, evit ho kenteliañ. | |
II C | BretonNT | 12:20 | Rak aon am eus, pa'z in d'ho kavout, na gavin ket ac'hanoc'h evel ma fell din, ha na gavot ket ac'hanon evel ma fell deoc'h, na vo tabutoù, gwarizi, kasonioù, dirollerezh, droukkomzoù, falstamalloù, ourgouilh, trubuilhoù, | |