II CORINTHIANS
Chapter 8
II C | BretonNT | 8:1 | Ni a ro da anavezout deoc'h, breudeur, ar c'hras en deus roet Doue da Ilizoù Makedonia, | |
II C | BretonNT | 8:2 | penaos, o vezañ bet amprouet dre galz a c'hlac'haroù, e-kreiz puilhentez o levenez hag o brasañ paourentez, o deus skuilhet gant fonnder madoù o largentez. | |
II C | BretonNT | 8:3 | Rak testeniañ a ran, roet o deus anezho o-unan, hervez o galloud, zoken en tu all d'o galloud, | |
II C | BretonNT | 8:4 | o pediñ ac'hanomp start da resev an aluzen-se ha da gemer o lodenn en ur servijañ ar sent. | |
II C | BretonNT | 8:5 | N'o deus ket zoken graet evel ma esperemp, met en em roet int da gentañ d'an Aotrou, ha neuze deomp-ni dre volontez Doue, | |
II C | BretonNT | 8:6 | en hevelep doare ma hon eus pedet Tit da echuiñ an oberenn-mañ a c'hras en ho touez, evel ma en doa kroget ganti. | |
II C | BretonNT | 8:7 | Evel ma fonnit e pep tra, e feiz, e ger, en anaoudegezh, e gred a bep doare, e karantez evidomp, fonnit ivez en oberenn-mañ a c'hras. | |
II C | BretonNT | 8:8 | Ne lavaran ket kement-se evit reiñ ur gourc'hemenn, met evit amprouiñ dre c'hred ar re all gwirionded ho karantez. | |
II C | BretonNT | 8:9 | Rak anavezout a rit gras an Aotrou Jezuz-Krist, hag eñ pinvidik, a zo en em c'hraet paour evidoc'h, evit ma vefec'h rentet pinvidik dre e baourentez. | |
II C | BretonNT | 8:10 | E kement-se e roan deoc'h un ali, hag e tere ouzhoc'h, c'hwi hag hoc'h eus nann hepken kroget gant an oberenn-se, met ivez hoc'h eus bet ar youl d'hec'h ober adalek ar bloaz tremenet. | |
II C | BretonNT | 8:11 | Peurechuit eta bremañ an oberenn-se, hag evel ma hoc'h eus diskouezet gred a vennad, kasit anezhi da benn ivez hervez ho kalloud. | |
II C | BretonNT | 8:12 | Rak mar d-emañ ar gred ganeoc'h, ez eo plijus hervez ar pezh a zo ha nann hervez ar pezh n'eus ket. | |
II C | BretonNT | 8:14 | met ra vo ingalded etrezoc'h: ra zeuio ho fonnder da sikour en amzer a-vremañ o faourentez evit ma teuio o fonnder ivez da sikour ho paourentez, en hevelep doare ma vo ingalded | |
II C | BretonNT | 8:15 | hervez ma'z eo skrivet: An hini a zastumas kalz n'en deus ket bet muioc'h, hag an hini a zastumas nebeut n'en deus ket bet nebeutoc'h. | |
II C | BretonNT | 8:16 | Grasoù ra vo rentet da Zoue rak lakaet en deus an hevelep gred evidoc'h e kalon Tit, | |
II C | BretonNT | 8:17 | degemeret mat eo bet hon ali gantañ, hag ez eo aet en hent d'ho kwelout gant muioc'h a hast hag a galon-vat. | |
II C | BretonNT | 8:18 | Kaset hon eus gantañ ar breur a zo skuilhet e veuleudi en holl Ilizoù er pezh a sell ouzh an Aviel, | |
II C | BretonNT | 8:19 | hag ouzhpenn-se eo bet dibabet gant an Ilizoù evit dont ganeomp en hor beaj hag evit kas an aluzenoù a veromp evit gloar an Aotrou e-unan hag hervez ho kred. | |
II C | BretonNT | 8:20 | Kemeret hon eus ar preder-se evit na c'hello den rebech ac'hanomp e-keñver mererezh an aluzenoù fonnus-se, | |
II C | BretonNT | 8:21 | o klask ober ar pezh a zo mat, nann hepken dirak an Aotrou, met ivez dirak an dud. | |
II C | BretonNT | 8:22 | Kaset hon eus ganto hor breur hon eus alies amprouet e c'hred e meur a wech, hag a ziskouezo anezhañ muioc'h c'hoazh ar wech-mañ abalamour d'ar fiziañs vras en deus ennoc'h. | |
II C | BretonNT | 8:23 | Evel-se diwar-benn Tit, ez eo va c'henseurt ha va c'henlabourer en ho kounid; diwar-benn hor breudeur, ez int ar re gaset gant an Ilizoù ha gloar Krist. | |