HEBREWS
Chapter 8
Hebr | BretonNT | 8:1 | An dra pennañ eus ar pezh hon eus lavaret, eo ma hon eus un hevelep beleg-meur, a zo en em azezet a-zehou da dron ar Veurdez en neñvoù, | |
Hebr | BretonNT | 8:2 | hag a zo ministr eus ar santual hag eus an tabernakl gwirion savet gant an Aotrou ha nann gant un den. | |
Hebr | BretonNT | 8:3 | Pep beleg-meur a zo lakaet en e garg evit kinnig profoù hag aberzhoù, dre-se eo ret en defe ivez hemañ un dra bennak da ginnig. | |
Hebr | BretonNT | 8:4 | Mar bije-eñ war an douar, ne vije ket beleg zoken, o vezañ ma ez eus beleien a ginnig ar profoù hervez al lezenn | |
Hebr | BretonNT | 8:5 | hag a ra ur servij, eiladur ha skeud eus an traoù neñvel, hervez an urzh roet gant Doue da Voizez pa dlee sevel an tabernakl, rak lavaret eo bet dezhañ: Laka evezh d'ober pep tra hervez ar skouer a zo bet diskouezet dit war ar menez. | |
Hebr | BretonNT | 8:6 | Met bremañ en deus resevet ur ministrerezh kement uheloc'h ma'z eo an hanterour eus un emglev kalz gwelloc'h hag a zo bet savet war gwelloc'h promesaoù. | |
Hebr | BretonNT | 8:8 | Lavaret eo bet dezho evel un tamall: Setu, an deizioù a zeuio, eme an Aotrou, ma rin un emglev nevez gant ti Israel ha gant ti Juda, | |
Hebr | BretonNT | 8:9 | nann un emglev evel an hini am eus graet gant o zadoù en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt; rak n'o deus ket kendalc'het em emglev hag em eus o dilezet, eme an Aotrou. | |
Hebr | BretonNT | 8:10 | Met setu an emglev a rin gant ti Israel: Goude an deizioù-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o soñjoù hag e skrivin anezho war o c'halonoù, me a vo o Doue hag int a vo va fobl. | |
Hebr | BretonNT | 8:11 | Den ne gelenno mui nag e nesañ nag e vreur o lavarout: Anavez an Aotrou. Rak an holl am anavezo, adalek an hini bihanañ betek an hini brasañ, | |
Hebr | BretonNT | 8:12 | dre ma vin trugarezus e-keñver o direizhder ha ne'm bo ken soñj eus o fec'hedoù nag eus o fallentezioù. | |