Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
HEBREWS
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 13
Hebr BretonNT 13:2  N'ankounac'hait ket an herberc'h, rak drezañ o deus hiniennoù roet degemer da aeled hep henn gouzout.
Hebr BretonNT 13:3  Ho pet soñj eus ar brizonidi evel ma vijec'h chadennet ganto, hag eus ar re a zo gwallgaset peogwir emaoc'h hoc'h-unan en ur c'horf.
Hebr BretonNT 13:4  Ra vo an dimeziñ enoret gant an holl hag ar gwele hep hudurnez, rak Doue a varno ar c'hadaled hag an avoultrerien.
Hebr BretonNT 13:5  Ra vo ho kundu hep pizhoni, bezit laouen gant ar pezh hoc'h eus rak eñ e-unan en deus lavaret: A-dra-sur ne lezin ket ac'hanout ha ne guitain ket ac'hanout.
Hebr BretonNT 13:6  Evel-se e lavaromp gant fiziañs: An Aotrou eo va sikour, ne'm bo ket aon. Petra a c'hell an den ober din?
Hebr BretonNT 13:7  Ho pet soñj eus ho renerien o deus prezeget deoc'h ger Doue, eveshait ouzh disoc'h o buhez hag heuilhit o feiz.
Hebr BretonNT 13:8  Jezuz-Krist a zo an hevelep hini, dec'h, hag hiziv, ha da viken.
Hebr BretonNT 13:9  N'en em lezit ket da vezañ stlejet dre gelennadurezhioù a bep seurt hag estren, rak mat eo e vefe ar galon nerzhet gant ar c'hras ha nann gant bouedoù n'o deus servijet da netra d'ar re staget outo.
Hebr BretonNT 13:10  Un aoter hon eus, hag ar re a servij en tabernakl n'o deus ket ar galloud da zebriñ diouti.
Hebr BretonNT 13:11  Korfoù al loened a zo douget o gwad er santual gant ar beleg-meur evit ar pec'hed, a zo devet er-maez eus ar c'hamp.
Hebr BretonNT 13:12  Dre-se ivez Jezuz, evit santelaat ar bobl dre e wad e-unan, en deus gouzañvet en diavaez eus an nor.
Hebr BretonNT 13:13  Deomp eta d'e gavout er-maez eus ar c'hamp, o tougen e zismegañs.
Hebr BretonNT 13:14  Rak n'hon eus amañ kêr badus ebet, met klask a reomp an hini a zo da zont.
Hebr BretonNT 13:15  Neuze drezañ, kinnigomp hep paouez da Zoue un aberzh a veuleudi, da lavarout eo frouezh ar muzelloù a anzav e anv.
Hebr BretonNT 13:16  Ha n'ankounac'hait ober vad ha reiñ lod eus ho madoù, rak Doue a gemer plijadur en un hevelep aberzh.
Hebr BretonNT 13:17  Sentit ouzh ho renerien ha plegit dezho, rak eveshaat a reont war hoc'h eneoù evel o tleout rentañ kont anezho, evit ma c'hellint ober kement-se gant levenez ha nann en ur glemm, rak e vefe dic'hounid deoc'h.
Hebr BretonNT 13:18  Pedit evidomp, rak e kredomp kaout ur goustiañs vat, o c'hoantaat en em gunduiñ mat en holl draoù.
Hebr BretonNT 13:19  Pediñ a ran ac'hanoc'h startoc'h d'henn ober, evit ma vin rentet kentoc'h deoc'h.
Hebr BretonNT 13:20  An Doue a beoc'h, hag en deus degaset en-dro a-douez ar re varv mesaer bras an deñved dre wad an emglev peurbadus, hon Aotrou Jezuz,
Hebr BretonNT 13:21  a rento ac'hanoc'h peurc'hraet e pep ober mat, evit ma reot e volontez, oc'h ober e-unan ennoc'h ar pezh a gav mat, dre Jezuz-Krist, ra vo ar gloar dezhañ e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.
Hebr BretonNT 13:22  Breudeur, ho pediñ a ran da c'houzañv ar ger-mañ a ali, rak skrivet em eus deoc'h e nebeut a c'herioù.
Hebr BretonNT 13:23  Gouzout a rit eo bet dibrizoniet hor breur Timote. Mar deu prest, e welin ac'hanoc'h asambles gantañ.
Hebr BretonNT 13:24  Saludit hoc'h holl renerien hag an holl sent. Re eus Italia a salud ac'hanoc'h.