Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
HEBREWS
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 6
Hebr BretonNT 6:1  Setu perak, o lezel ar c'hentelioù kentañ eus Krist, en em roomp d'ar barfeted, hep lakaat a-nevez an diazez eus nac'hidigezh an oberoù marv, eus ar feiz e Doue,
Hebr BretonNT 6:2  eus kelennadurezh ar badeziantoù, eus al lakadur-daouarn, eus an adsavidigezh a-douez ar re varv hag eus ar varn peurbadus.
Hebr BretonNT 6:3  Kement-se eo ar pezh a raimp, mar plij gant Doue.
Hebr BretonNT 6:4  Rak ar re a zo bet ur wech sklêrijennet, o deus tañvaet an donezon neñvel, o deus bet o lod er Spered-Santel,
Hebr BretonNT 6:5  o deus tañvaet ger mat Doue ha galloudoù ar bed da zont,
Hebr BretonNT 6:6  hag a zo kouezhet, ne c'heller ken o adneveziñ hag o degas d'ar geuzidigezh, peogwir e stagont ouzh ar groaz a-nevez evito o-unan Mab Doue, o lakaat anezhañ e gwel d'an dismegañs.
Hebr BretonNT 6:7  Rak un douar douret gant ar glav a gouezh warnañ alies hag a ro geot mat d'ar re a labour anezhañ, a resev ur vennozh digant Doue,
Hebr BretonNT 6:8  met an hini a ro drein hag askol, a zo dianzavet ha prest da vezañ milliget; e ziwezh eo bezañ devet.
Hebr BretonNT 6:9  Koulskoude, re garet-mat, e c'hortozomp diganeoc'h traoù gwelloc'h hag a sell ouzh ar silvidigezh, petra bennak ma komzomp evel-se.
Hebr BretonNT 6:10  Rak Doue n'eo ket direizh evit ankounac'haat hoc'h oberoù ha labour ho karantez hoc'h eus diskouezet evit e anv, o vezañ sikouret hag o sikour c'hoazh ar sent.
Hebr BretonNT 6:11  Fellout a ra deomp e tiskouezfe pep hini ac'hanoc'h un hevelep aked, da virout betek an diwezh ur fiziañs leun en esperañs,
Hebr BretonNT 6:12  evit na zeuot ket didalvez, met ma teuot heñvel ouzh ar re o deus ar promesaoù da hêrezh dre ar feiz ha dre ar basianted.
Hebr BretonNT 6:13  Pa reas Doue ar bromesa da Abraham, evel na c'helle ket touiñ dre unan brasoc'h, e touas drezañ e-unan
Hebr BretonNT 6:14  hag e lavaras: Me a vennigo ac'hanout a-dra-sur, hag e kreskin ac'hanout a-dra-sur.
Hebr BretonNT 6:15  Evel-se eo e resevas ar bromesa, o vezañ gortozet gant dalc'husted.
Hebr BretonNT 6:16  An dud avat a dou dre un hini a zo brasoc'h egeto, hag ul le evit asurañ an traoù a echu an holl dislavaroù.
Hebr BretonNT 6:17  Dre-se Doue, o c'hoantaat diskouez gwelloc'h c'hoazh da heritourien ar bromesa digemm e vennad, a reas gant ul le,
Hebr BretonNT 6:18  evit ma hor bo ur frealz galloudek, dre an daou dra digemmus-se na c'hell ket Doue gaouiadiñ enno, ni hag a glask ur repu e perc'hennidigezh nerzhus an esperañs kinniget deomp.
Hebr BretonNT 6:19  Mirout a reomp an esperañs-se evel un eor eus hon ene, sur ha start, hag a ya e diabarzh ar ouel,
Hebr BretonNT 6:20  e-lec'h ma'z eo Jezuz antreet evidomp evel un diaraoger, o vezañ bet graet beleg-meur peurbadus hervez urzh Melkizedek.