Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
HEBREWS
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 10
Hebr BretonNT 10:1  Gant al lezenn eta emañ skeud ar madoù da zont met n'emañ ket eiladur gwirion an traoù; neuze ne c'hell morse, dre an hevelep aberzhoù a ginniger dalc'hmat bep bloaz, peurwellaat ar re a dosta.
Hebr BretonNT 10:2  Anez e vije bet paouezet d'o c'hinnig, abalamour d'ar re a rae al lid, o vezañ ur wech glanaet, n'o dije bet ken koustiañs ebet eus o fec'hedoù.
Hebr BretonNT 10:3  Met soñj ar pec'hedoù a zo degaset bep bloaz gant an aberzhoù-se,
Hebr BretonNT 10:4  rak gwad an tirvi hag ar bouc'hed ne c'hell ket lemel ar pec'hedoù.
Hebr BretonNT 10:5  Dre-se, o tont er bed, eñ a lavar: Ne'c'h eus c'hoantaet nag aberzhoù na profoù, met roet ec'h eus din ur c'horf,
Hebr BretonNT 10:6  ne'c'h eus ket kemeret a blijadur el loskaberzhoù nag en aberzhoù evit ar pec'hed.
Hebr BretonNT 10:7  Neuze em eus lavaret: Setu, e teuan, o Doue, evit ober da volontez, evel ma'z eo skrivet diwar va fenn e roll al levr.
Hebr BretonNT 10:8  Goude bezañ lavaret da gentañ: N'eo ket fellet dit aberzhoù na profoù na loskaberzhoù nag aberzhoù evit ar pec'hed, ha ne'c'h eus ket kemeret plijadur enno, daoust ma'z int kinniget hervez al lezenn,
Hebr BretonNT 10:9  e lavar c'hoazh: Setu, e teuan, o Doue, evit ober da volontez. Lemel a ra kuit an aberzh kentañ evit lakaat an eil.
Hebr BretonNT 10:10  Dre ar volontez-mañ eo ez omp santelaet, dre ar prof eus korf Jezuz-Krist graet ur wech hepken.
Hebr BretonNT 10:11  Ouzhpenn, pep beleg en em zalc'h bemdez oc'h ober ar servij hag o kinnig meur a wech an hevelep aberzhoù, na c'hellont morse lemel ar pec'hedoù kuit,
Hebr BretonNT 10:12  met eñ, o vezañ kinniget un aberzh hepken evit ar pec'hedoù, a zo en em azezet evit atav en tu dehou da Zoue,
Hebr BretonNT 10:13  o c'hortoz diwar vremañ ma teuio e enebourien da vezañ ar skabell dindan e dreid.
Hebr BretonNT 10:14  Rak dre ur prof hepken, en deus rentet peurvat da viken ar re a zo santelaet.
Hebr BretonNT 10:15  Ar Spered-Santel a ro deomp ivez an testeni a gement-se, rak goude bezañ lavaret da gentañ:
Hebr BretonNT 10:16  Setu an emglev a rin ganto: Goude an deizioù-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o c'halonoù hag e skrivin anezho en o soñjoù, e lavar c'hoazh:
Hebr BretonNT 10:17  Ha ne'm bo ken soñj eus o fec'hedoù nag eus o direizhderioù.
Hebr BretonNT 10:18  Hag e-lec'h ma'z eo pardonet ar pec'hedoù, n'eus mui a brof evit ar pec'hed.
Hebr BretonNT 10:19  Evel-se eta, breudeur, pa hon eus ar frankiz da vont e-barzh sant ar sent dre wad Jezuz,
Hebr BretonNT 10:20  dre an hent nevez ha bev en deus digoret deomp a-dreuz ar ouel, da lavarout eo a-dreuz e gig,
Hebr BretonNT 10:21  hag o vezañ ma hon eus ur beleg-meur lakaet war di Doue,
Hebr BretonNT 10:22  tostaomp gant ur galon wirion hag ur fiziañs leun a feiz, o kaout ar c'halonoù glanaet eus loustoni ur goustiañs fall hag ar c'horf gwalc'het gant dour pur.
Hebr BretonNT 10:23  Dalc'homp start anzavadenn hon esperañs, rak an hini en deus graet ar bromesa a zo feal.
Hebr BretonNT 10:24  Lakaomp evezh an eil ouzh egile evit en em atizañ d'ar garantez ha d'an oberoù mat.
Hebr BretonNT 10:25  Na zilezomp ket hor bodadeg, evel m'o deus hiniennoù ar c'hiz d'ober, met en em aliomp an eil egile, ha kement-se muioc'h-muiañ dre ma welit an deiz o tostaat.
Hebr BretonNT 10:26  Rak mar pec'homp a-youl goude bezañ resevet anaoudegezh ar wirionez, ne chom aberzh ebet evit ar pec'hedoù,
Hebr BretonNT 10:27  met ur gortoz spontus eus ar varn hag eus an tan leskidik a dle lonkañ an enebourien.
Hebr BretonNT 10:28  An neb en deus torret lezenn Moizez a zo lakaet d'ar marv hep trugarez war desteni daou pe dri zest.
Hebr BretonNT 10:29  A bebezh kastiz brasoc'h a gav deoc'h ne vo ket kavet dellezek an hini a vac'ho gant e dreid Mab Doue, a gemero evit disantel gwad an emglev ez eo bet santelaet drezañ, hag a zismegañso Spered ar c'hras?
Hebr BretonNT 10:30  Rak anavezout a reomp an hini en deus lavaret: Din-me eo ar veñjañs, me a rento tra evit tra, eme an Aotrou; ha c'hoazh: An Aotrou a varno e bobl.
Hebr BretonNT 10:31  Un dra euzhus eo kouezhañ etre daouarn an Doue bev.
Hebr BretonNT 10:32  Met ho pet soñj eus an deizioù kentañ ma hoc'h eus, goude bezañ bet sklêrijennet, gouzañvet stourmoù bras gant poanioù,
Hebr BretonNT 10:33  pa oac'h, diouzh un tu lakaet dirak an holl en dismegañsoù hag en trubuilhoù, ha diouzh un tu all deuet da eil d'ar re o deus gouzañvet kement-se.
Hebr BretonNT 10:34  Rak bet hoc'h eus truez ouzh va ereoù hag asantet hoc'h eus gant levenez e vije dilamet diganeoc'h ho madoù, o c'houzout penaos ez eus evidoc'h en neñvoù madoù gwelloc'h ha peurbadus.
Hebr BretonNT 10:35  Na zilezit ket eta ho fiziañs, ur gopr bras a vo ganti.
Hebr BretonNT 10:36  Ezhomm hoc'h eus a basianted, evit goude bezañ graet bolontez Doue, ma resevot ar pezh a zo bet prometet.
Hebr BretonNT 10:37  Rak c'hoazh un nebeudig, gwall nebeud amzer, hag an hini a zeu a erruo ha ne zaleo ket.
Hebr BretonNT 10:38  Hogen an den reizh a vevo dre ar feiz, met ma en em denn kuit, va ene ne gemer ket plijadur ennañ.
Hebr BretonNT 10:39  Evidomp-ni, n'omp ket eus ar re en em denn kuit evit en em goll, met eus ar re o deus ar feiz evit silvidigezh o ene.