Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
HEBREWS
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 7
Hebr BretonNT 7:1  Ar Melkizedek-se, roue Salem, beleg an Doue Uhel-Meurbet, a yeas war arbenn da Abraham pa zistroe goude bezañ trec'het ar rouaned, a vennigas anezhañ,
Hebr BretonNT 7:2  hag a resevas ivez digant Abraham an deog eus kement en doa kemeret, a dalv da lavarout da gentañ roue ar reizhder hervez e anv, ouzhpenn a oa roue Salem da lavarout eo roue a beoc'h,
Hebr BretonNT 7:3  a zo hep tad, hep mamm, hep lignez, hep deroù a zeizioù na ziwezh a vuhez, met a zo rentet heñvel ouzh Mab Doue, a chom beleg da viken.
Hebr BretonNT 7:4  Bremañ eveshait pegen bras eo an hini a voe roet dezhañ gant an uheldad Abraham an deog eus ar preizhadur.
Hebr BretonNT 7:5  Ar re eus mibien Levi a ra ar garg a velegiezh o deus an urzh, hervez al lezenn, da sevel an deog war ar bobl, da lavarout eo war o breudeur deuet koulskoude eus lounezhi Abraham,
Hebr BretonNT 7:6  met eñ, ha ne oa ket eus an hevelep tiegezh evelto, a savas an deog war Abraham, hag a vennigas an hini en doa ar promesaoù.
Hebr BretonNT 7:7  Hogen, hep dislavar, an hini bihanañ eo a zo benniget gant an hini brasañ.
Hebr BretonNT 7:8  Amañ eo tud varvel hag a sav an deog, met aze eo testeniet penaos an hini en resev a zo bev.
Hebr BretonNT 7:9  Ouzhpenn, Levi, a sav an deog, en deus ivez paeet anezhañ dre Abraham, koulz lavarout,
Hebr BretonNT 7:10  rak e oa c'hoazh e lounezhi e dad, pa yeas Melkizedek war arbenn dezhañ.
Hebr BretonNT 7:11  Mar bije eta ar barfeted en em gavet e belegiezh Levi, rak dindan houmañ eo a zo bet roet al lezenn d'ar bobl, petra e oa ezhomm c'hoazh ma savje ur beleg all hervez urzh Melkizedek ha nann hervez urzh Aaron?
Hebr BretonNT 7:12  Hag ar velegiezh o vezañ cheñchet, e oa ret ivez ma vije ur cheñchamant a lezenn.
Hebr BretonNT 7:13  Rak an hini a vez lavaret kement-se diwar e benn a zo eus ur meuriad all, dioutañ den ebet n'en deus servijet ouzh an aoter.
Hebr BretonNT 7:14  Sklaer eo penaos hon Aotrou a zo deuet eus Juda, meuriad n'en deus lavaret Moizez netra diwar e benn e-keñver ar velegiezh.
Hebr BretonNT 7:15  Kement-se a zeu meurbet anatoc'h pa en em sav ur beleg hervez heñveledigezh Melkizedek,
Hebr BretonNT 7:16  a zo bet lakaet en e garg nann hervez ul lezenn eus ur gourc'hemenn kigel met hervez galloud ur vuhez peurbadus,
Hebr BretonNT 7:17  rak testeniet eo: Te a zo beleg da viken hervez urzh Melkizedek.
Hebr BretonNT 7:18  Evel-se ar gourc'hemenn kentañ a zo bet torret abalamour d'e zic'halloudegezh ha d'e zidalvoudegezh,
Hebr BretonNT 7:19  rak al lezenn n'he deus degaset netra d'ar barfeted. Lakaet eo bet en e lec'h un esperañs gwelloc'h, hag en em dostaomp ouzh Doue drezi.
Hebr BretonNT 7:21  rak ar re all a zo bet lakaet beleien hep le, met hemañ a zo bet lakaet en e garg gant al le eus an hini en deus lavaret dezhañ: An Aotrou en deus touet ha n'en em dislavaro ket, te a zo beleg da viken hervez urzh Melkizedek.
Hebr BretonNT 7:22  Jezuz a zo evel-se deuet kret eus un emglev kalz gwelloc'h.
Hebr BretonNT 7:23  Ouzhpenn e-keñver ar veleien, ez eus bet un niver bras anezho, rak ar marv en deus miret outo da chom atav.
Hebr BretonNT 7:24  Met eñ, dre ma chom da viken, en deus ur velegiezh na dremeno ket.
Hebr BretonNT 7:25  Dre-se e c'hell salviñ ervat ar re a dosta ouzh Doue drezañ, pa'z eo bev bepred evit erbediñ evito.
Hebr BretonNT 7:26  Hag e oa ret deomp kaout un hevelep beleg-meur, santel, digablus, dinamm, dispartiet diouzh ar bec'herien, savet dreist an neñvoù,
Hebr BretonNT 7:27  n'en deus ket ezhomm, evel ar veleien-veur, da ginnig bemdez aberzhoù, da gentañ evit e bec'hedoù e-unan, ha goude evit re ar bobl, rak graet en deus kement-se ur wech oc'h en em ginnig e-unan.
Hebr BretonNT 7:28  Rak al lezenn a laka beleien-veur tud hag a zo dinerzh, met ger al le, deuet war-lerc'h al lezenn, a laka ar Mab hag a zo peurvat da viken.