Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
HEBREWS
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 1
Hebr BretonNT 1:1  Doue, goude bezañ gwechall komzet d'hon tadoù meur a wech hag e meur a zoare dre ar brofeded,
Hebr BretonNT 1:2  en deus komzet ouzhimp en amzer diwezhañ-mañ dre e Vab, a zo bet lakaet gantañ da heritour war an holl draoù, drezañ ivez en deus krouet ar bed.
Hebr BretonNT 1:3  Hemañ a zo splannder skedus e c'hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc'hel a ra an holl draoù dre e c'her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c'hlanidigezh eus hor pec'hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d'ar Veurdez doueel el lec'hioù uhel meurbet.
Hebr BretonNT 1:4  Graet eo bet seul-vui uheloc'h eget an aeled ma en deus bet da hêrezh un anv gwelloc'h eget o hini,
Hebr BretonNT 1:5  rak da behini eus an aeled en deus Doue biskoazh lavaret: Te eo va Mab, da c'hanet em eus hiziv? Pe c'hoazh: Me a vo un Tad dezhañ, hag eñ a vo ur Mab din?
Hebr BretonNT 1:6  Hag adarre, pa zegas er bed ar c'hentañ-ganet, e lavar: Ra azeulo holl aeled Doue anezhañ.
Hebr BretonNT 1:7  Diwar-benn an aeled, e lavar: Ober a ra eus e aeled speredoù hag eus e servijerien flammoù tan.
Hebr BretonNT 1:8  Met diwar-benn ar Mab, e lavar: O Doue! Da dron a chomo e kantvedoù ar c'hantvedoù, gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder,
Hebr BretonNT 1:9  karet ec'h eus ar reizhder ha kasaet an direizhder, dre-se, o Doue, da Zoue en deus da olevet gant un eoul a levenez dreist da genseurted.
Hebr BretonNT 1:10  Hag ivez: Te Aotrou, ac'h eus diazezet an douar abaoe ar penn-kentañ, an neñvoù a zo labour da zaouarn,
Hebr BretonNT 1:11  da netra e teuint met e chomi, koshaat a raint holl evel ur gwiskamant,
Hebr BretonNT 1:12  te a rollo anezho evel ur vantell hag e vint cheñchet, met te eo an hevelep hini ha da vloavezhioù n'echuint ket.
Hebr BretonNT 1:13  Ha da behini eus an aeled en deus biskoazh lavaret: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid?
Hebr BretonNT 1:14  Ha n'int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?