HEBREWS
Chapter 5
Hebr | BretonNT | 5:1 | Rak pep beleg-meur kemeret e-touez an dud a zo lakaet evit an dud e traoù a sell ouzh Doue, evit ma kinnigo profoù hag aberzhoù evit ar pec'hedoù. | |
Hebr | BretonNT | 5:2 | Gallout a ra kaout truez ouzh ar re a zo en diouiziegezh hag en errol, peogwir eo eñ ivez e-unan e-kreiz an dinerzhded. | |
Hebr | BretonNT | 5:3 | Abalamour da gement-se e tle kinnig aberzhoù evit e bec'hedoù e-unan, kenkoulz hag evit re ar bobl. | |
Hebr | BretonNT | 5:4 | Den ne c'hell kemer an enor-se anezhañ e-unan, nemet an hini a zo galvet gant Doue evel Aaron. | |
Hebr | BretonNT | 5:5 | Evel-se ivez Krist n'en deus ket kemeret evitañ e-unan ar gloar da vezañ beleg-meur, met resevet en deus digant an hini en deus lavaret: Te eo va Mab, da c'hanet em eus hiziv. | |
Hebr | BretonNT | 5:6 | Evel ma lavar ivez en ul lec'h all: Te a zo beleg da viken hervez urzh Melkizedek. | |
Hebr | BretonNT | 5:7 | Eñ eo an hini, e-pad deizioù e gig, o vezañ kinniget pedennoù ha goulennoù gant kriadennoù bras ha gant daeroù d'an hini a c'helle e saveteiñ eus ar marv, hag o vezañ bet selaouet en abeg d'e zoujañs Doue, | |
Hebr | BretonNT | 5:8 | en deus desket ar sentidigezh dre an traoù en deus gouzañvet, petra bennak ma oa Mab. | |
Hebr | BretonNT | 5:9 | Bet lakaet da vezañ peurvat, eo deuet da vezañ an oberour eus ur silvidigezh peurbadus evit ar re holl a sent outañ, | |
Hebr | BretonNT | 5:11 | Kalz a draoù hon eus da lavarout diwar-benn kement-se, ha traoù diaes da zisplegañ, dre ma'z oc'h deuet gorrek da gompren. | |
Hebr | BretonNT | 5:12 | Rak e-lec'h ma tlejec'h abaoe pell zo bezañ mistri, ezhomm hoc'h eus c'hoazh da zeskiñ ar c'hentelioù kentañ eus komzoù Doue, hag oc'h deuet da gaout ezhomm a laezh kentoc'h eget a voued kreñv. | |
Hebr | BretonNT | 5:13 | Hogen an hini a zo maget gant laezh ne gompren ket ger ar reizhder, rak ur bugel bihan eo. | |