HEBREWS
Chapter 1
Hebr | BretonNT | 1:1 | Doue, goude bezañ gwechall komzet d'hon tadoù meur a wech hag e meur a zoare dre ar brofeded, | |
Hebr | BretonNT | 1:2 | en deus komzet ouzhimp en amzer diwezhañ-mañ dre e Vab, a zo bet lakaet gantañ da heritour war an holl draoù, drezañ ivez en deus krouet ar bed. | |
Hebr | BretonNT | 1:3 | Hemañ a zo splannder skedus e c'hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc'hel a ra an holl draoù dre e c'her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c'hlanidigezh eus hor pec'hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d'ar Veurdez doueel el lec'hioù uhel meurbet. | |
Hebr | BretonNT | 1:4 | Graet eo bet seul-vui uheloc'h eget an aeled ma en deus bet da hêrezh un anv gwelloc'h eget o hini, | |
Hebr | BretonNT | 1:5 | rak da behini eus an aeled en deus Doue biskoazh lavaret: Te eo va Mab, da c'hanet em eus hiziv? Pe c'hoazh: Me a vo un Tad dezhañ, hag eñ a vo ur Mab din? | |
Hebr | BretonNT | 1:6 | Hag adarre, pa zegas er bed ar c'hentañ-ganet, e lavar: Ra azeulo holl aeled Doue anezhañ. | |
Hebr | BretonNT | 1:7 | Diwar-benn an aeled, e lavar: Ober a ra eus e aeled speredoù hag eus e servijerien flammoù tan. | |
Hebr | BretonNT | 1:8 | Met diwar-benn ar Mab, e lavar: O Doue! Da dron a chomo e kantvedoù ar c'hantvedoù, gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder, | |
Hebr | BretonNT | 1:9 | karet ec'h eus ar reizhder ha kasaet an direizhder, dre-se, o Doue, da Zoue en deus da olevet gant un eoul a levenez dreist da genseurted. | |
Hebr | BretonNT | 1:10 | Hag ivez: Te Aotrou, ac'h eus diazezet an douar abaoe ar penn-kentañ, an neñvoù a zo labour da zaouarn, | |
Hebr | BretonNT | 1:12 | te a rollo anezho evel ur vantell hag e vint cheñchet, met te eo an hevelep hini ha da vloavezhioù n'echuint ket. | |
Hebr | BretonNT | 1:13 | Ha da behini eus an aeled en deus biskoazh lavaret: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid? | |