Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
II THESSALONIANS
1 2 3
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 2
II T BretonNT 2:1  Diwar-benn donedigezh Jezuz-Krist hag hon unaniezh gantañ, e pedomp ac'hanoc'h, breudeur,
II T BretonNT 2:2  n'en em lezot ket da vezañ brañsellet gant nebeut a dra en ho soñjoù, ha da vezañ nec'het gant ur spered, gant ur ger pe gant ul lizher a vefe lavaret dont eus hor perzh, evel ma vefe aze dija deiz Krist.
II T BretonNT 2:3  Ra ne dromplo den ac'hanoc'h e doare ebet. Rak ret eo e c'hoarvez an dirollerezh da gentañ hag en em ziskouez den ar pec'hed, mab ar gollidigezh,
II T BretonNT 2:4  an enebour a sav dreist kement a c'halver Doue pe a azeuler, betek azezañ evel Doue e templ Doue, oc'h en em reiñ e-unan evel Doue.
II T BretonNT 2:5  Ha n'hoc'h eus ket soñj em eus lavaret an traoù-se deoc'h pa oan c'hoazh ganeoc'h?
II T BretonNT 2:6  Bremañ gouzout a rit petra a harz outañ, evit ma n'en em ziskouezo nemet en e amzer.
II T BretonNT 2:7  Rak mister an direizhder a labour dija, o c'hortoz hepken ma vo aet kuit an hini a harz outañ.
II T BretonNT 2:8  Ha neuze en em ziskouezo an hini fallakr, an hini a vo distrujet gant an Aotrou dre c'hwezh e c'henoù ha kaset da netra gant sked e zonedigezh.
II T BretonNT 2:9  Emziskouez an hini fallakr-se a c'hoarvezo dre oberenn Satan, gant pep seurt galloud, gant sinoù ha burzhudoù faos,
II T BretonNT 2:10  ha gant holl dromplerezh an direizhder e-touez ar re en em goll, abalamour ma n'o deus ket degemeret karantez ar wirionez evit bezañ salvet.
II T BretonNT 2:11  Dre-se Doue a gaso dezho un nerzh a errol, evit ma kredint er gaou,
II T BretonNT 2:12  evit ma vo kondaonet ar re holl n'o deus ket kredet er wirionez met o deus kemeret plijadur en direizhder.
II T BretonNT 2:13  Met e tleomp trugarekaat Doue dalc'hmat abalamour deoc'h, breudeur karet-mat gant an Aotrou, dre ma en deus Doue ho tibabet abaoe ar penn-kentañ evit ar silvidigezh dre santeladur ar Spered ha dre ar feiz er wirionez.
II T BretonNT 2:14  Ho kalvet en deus da gement-se dre hon Aviel, evit ma vo ganeoc'h gloar hon Aotrou Jezuz-Krist.
II T BretonNT 2:15  Dre-se, breudeur, chomit start ha dalc'hit ar gelennadurezh hoc'h eus resevet dre gomz pe dre hol lizher.
II T BretonNT 2:16  Hon Aotrou Jezuz-Krist e-unan, ha Doue hon Tad en deus hor c'haret ha roet deomp dre e c'hras ur frealz peurbadus hag un esperañs vat,
II T BretonNT 2:17  ra frealzo ho kalonoù ha ra greñvaio ac'hanoc'h e pep ger mat hag e pep oberenn vat.