III JOHN
Chapter 1
III | BretonNT | 1:2 | Karet-mat, pediñ a ran e vleugnfes e-keñver an holl draoù hag e vefes e yec'hed mat, evel ma'z emañ da ene o vleuniañ. | |
III | BretonNT | 1:3 | En em laouenaet bras on pa o deus breudeur en em gavet amañ hag o deus roet testeni eus ar wirionez a zo ennout hag eus an doare ma kerzhez er wirionez. | |
III | BretonNT | 1:4 | N'eus ket evidon ur brasoc'h levenez eget klevout penaos e kerzh va bugale er wirionez. | |
III | BretonNT | 1:5 | Karet-mat, ober a rez gant fealded ar pezh a gasez da benn evit ar vreudeur hag evit an estrañjourien, | |
III | BretonNT | 1:6 | roet o deus testeni eus da garantez dirak an Iliz. Mat a ri pourvezañ d'o beaj en un doare dellezek a Zoue. | |
III | BretonNT | 1:8 | Dleout a reomp eta degemer hevelep tud, evit dont da vezañ labourerien ganto evit ar wirionez. | |
III | BretonNT | 1:9 | Skrivet em eus d'an Iliz, met Diotrefez a gar bezañ an hini kentañ en o zouez, na zegemer ket ac'hanomp. | |
III | BretonNT | 1:10 | Dre-se, mar deuan, e tegasin soñj eus an oberoù a ra o terc'hel gwallgomzoù a-enep deomp. Ha pa ne vez ket a-walc'h kement-se, ne zegemer ket e-unan ar vreudeur, ha ne lez ket d'ober ar re a garfe o degemer hag e kas anezho kuit eus an Iliz. | |
III | BretonNT | 1:11 | Karet-mat, kemer skouer eus ar mad nann eus an droug. An hini a ra ar mad a zo eus Doue, met an hini a ra an droug n'en deus ket gwelet Doue. | |
III | BretonNT | 1:12 | An holl, hag ar wirionez hec'h-unan, a ro un testeni mat da Zemetriuz. Ni ivez a ro testeni dezhañ, ha gouzout a rit ez eo hon testeni gwirion. | |
III | BretonNT | 1:13 | Kalz a draoù am befe da skrivañ dit, met ne fell ket din henn ober gant liv ha gant ar bluenn, | |