Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
TITUS
1 2 3
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 3
Titu BretonNT 3:1  Degas soñj dezho da vezañ sentus ouzh ar pennoù-kêr hag ouzh ar galloudoù, da blegañ, da vezañ prest da bep ober mat,
Titu BretonNT 3:2  ra ne zroukkomzint a-enep den, ra vint tud a beoc'h, sioul, o tiskouez un douster peurvat e-keñver an holl dud.
Titu BretonNT 3:3  Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.
Titu BretonNT 3:4  Met pa'z eo en em ziskouezet madelezh Doue hor Salver hag e garantez evit an dud,
Titu BretonNT 3:5  en deus hor salvet, nann abalamour d'an oberoù a reizhder hor bije graet, met hervez e drugarez, dre walc'hadenn an eil c'hinivelezh ha dre nevezidigezh ar Spered-Santel,
Titu BretonNT 3:6  en deus skuilhet gant pinvidigezh warnomp dre Jezuz-Krist hor Salver,
Titu BretonNT 3:7  evit, o vezañ reishaet dre e c'hras, ma vijemp heritourien hervez esperañs ar vuhez peurbadus.
Titu BretonNT 3:8  Ar ger-mañ a zo gwir hag e fell din e asurez gant nerzh an traoù-mañ, evit ma lakaio ar re o deus kredet e Doue d'en em reiñ d'an oberoù mat. Setu an traoù a zo mat ha talvoudus d'an dud.
Titu BretonNT 3:9  Met diwall diouzh ar c'hudennoù diskiant, al lignezoù, an tabutoù, an enebiezh diwar-benn al lezenn, rak aner int ha didalvoud.
Titu BretonNT 3:10  Pella diouzhit an den a zegas an dizunvaniezh, goude bezañ e gemennet ur wech kentañ hag un eil gwech,
Titu BretonNT 3:11  o c'houzout penaos un hevelep den a zo direizhet ha penaos e pec'h oc'h en em gondaoniñ e-unan.
Titu BretonNT 3:12  Pa gasin dit Artemaz pe Tichik, hast buan dont da'm c'havout e Nikopoliz, rak eno em eus graet va soñj da dremen ar goañv.
Titu BretonNT 3:13  Pourchas gant aked beaj Zenaz, doktor al lezenn, hag hini Apolloz, en hevelep doare na vanko netra dezho.
Titu BretonNT 3:14  Ra zesko hor re ivez d'ober traoù mat en ezhommoù ret, evit na chomint ket difrouezh.
Titu BretonNT 3:15  Ar re holl a zo ganin a salud ac'hanout. Salud ar re a gar ac'hanomp er feiz. Ar c'hras ra vo ganeoc'h holl! Amen.