Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
TITUS
1 2 3
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 2
Titu BretonNT 2:1  Te, lavar an traoù a zo hervez ar gelennadurezh vat,
Titu BretonNT 2:2  ra vo ar re oadet poellek, dereat, diazez, yac'h er feiz, er garantez, er basianted,
Titu BretonNT 2:3  ra o devo ivez ar gwragez oadet an diavaez a zere ouzh ar santelezh, ra ne vint na droukkomzerezed, na re dechet d'ar gwin, ra gelennint ar mad,
Titu BretonNT 2:4  evit ma teskint d'ar re yaouank karout o ezhec'h hag o bugale,
Titu BretonNT 2:5  bezañ diazez, diorged, aketus en o zi, mat, sentus ouzh o ezhec'h, evit na vo ket droukkomzet a-enep ger Doue.
Titu BretonNT 2:6  Ali en hevelep doare an dud yaouank da vezañ diazez,
Titu BretonNT 2:7  ro da-unan en holl draoù skouer an oberoù mat, er gelennadurezh, er burentez, er siriusted, en onestiz,
Titu BretonNT 2:8  en ur ger yac'h, divlam, evit ma vo an enebourien mezhekaet o vezañ n'o devo droug ebet da lavarout ac'hanoc'h.
Titu BretonNT 2:9  Ali ar vevelien da vezañ sentus ouzh o mestroù, da blijout dezho en holl draoù, hep bezañ dislavarerien,
Titu BretonNT 2:10  da laerezh netra, met da ziskouez ur fealded leun, evit lakaat da enoriñ en holl draoù kelennadurezh Doue hor Salver.
Titu BretonNT 2:11  Rak gras Doue a ro ar silvidigezh a zo en em ziskouezet d'an holl dud,
Titu BretonNT 2:12  hag e kelenn ac'hanomp da zinac'h dizoujañs-Doue ha droukc'hoantoù ar bed, da vevañ er c'hantved-mañ gant poell, reizhder ha doujañs-Doue,
Titu BretonNT 2:13  o c'hortoz an esperañs benniget hag emziskouez gloar hon Doue bras ha Salver Jezuz-Krist,
Titu BretonNT 2:14  a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.
Titu BretonNT 2:15  Lavar an traoù-mañ, ali, gourdrouz gant ur gwir c'halloud. Ra ne zisprizo den ac'hanout.