Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
II PETER
1 2 3
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 1
II P BretonNT 1:1  Simon-Pêr, servijer hag abostol Jezuz-Krist, d'ar re o deus resevet da lod ur feiz ken prizius hag hon hini, dre reizhder hon Doue ha Salver Jezuz-Krist:
II P BretonNT 1:2  Ra vo kresket ar c'hras hag ar peoc'h ennoc'h dre anaoudegezh Doue hag hon Aotrou Jezuz!
II P BretonNT 1:3  E c'halloud doueel en deus roet deomp kement a sell ouzh ar vuhez hag ouzh doujañs-Doue, dre anaoudegezh an hini en deus hor galvet dre e c'hloar hag e vertuz.
II P BretonNT 1:4  Dre ar re-mañ, en deus roet deomp promesaoù bras-meurbet ha prizius, evit ma teuot drezo da gemer perzh en natur doueel, o tec'hout diouzh ar breinadur a zo er bed dre an droukc'hoant.
II P BretonNT 1:5  E kement-se eta, degasit hoc'h holl aked evit unaniñ asambles gant ho feiz ar vertuz, gant ar vertuz ar c'houiziegezh,
II P BretonNT 1:6  gant ar c'houiziegezh an emvestroni, gant an emvestroni ar basianted, gant ar basianted an doujañs-Doue,
II P BretonNT 1:7  gant an doujañs-Doue ar vadelezh a vreur, gant ar vadelezh a vreur ar garantez.
II P BretonNT 1:8  Rak ma en em gav an traoù-se ennoc'h ha mar fonnont, ne lezint ac'hanoc'h na didalvez na difrouezh en anaoudegezh hon Aotrou Jezuz-Krist.
II P BretonNT 1:9  Met an hini n'emañ ket an traoù-se ennañ a zo dall, e weled a zo berr, hag ankounac'haet en deus glanidigezh e bec'hedoù tremenet.
II P BretonNT 1:10  Rak-se, breudeur, bezit muioc'h-muiañ aketus da greñvaat ho kalvedigezh hag ho tibaberezh, rak oc'h ober kement-se ne strebotot biken,
II P BretonNT 1:11  hag evel-se e vo roet deoc'h gant largentez un donedigezh vat e rouantelezh peurbadus hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist.
II P BretonNT 1:12  Setu perak ne vankin ket da zegas deoc'h dalc'hmat an traoù-se da soñj, petra bennak ma o anavezit ha ma'z oc'h kreñvaet er wirionez-se.
II P BretonNT 1:13  Krediñ a ran ez eo reizh din, keit ha ma vin en tabernakl-mañ, derc'hel ac'hanoc'h dihun dre alioù,
II P BretonNT 1:14  o c'houzout penaos e kuitain prest va zabernakl, evel ma en deus an Aotrou Jezuz-Krist roet din da anavezout.
II P BretonNT 1:15  Met preder am bo d'ober ar pezh a zo ret evit ma c'hellot atav kaout soñj eus an traoù-se goude ma vin aet kuit.
II P BretonNT 1:16  Rak n'eo ket oc'h heuliañ mojennoù savet gant ampartiz hon eus roet deoc'h da anavezout galloud ha donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist, met goude bezañ gwelet e splannder gant hon daoulagad hon-unan.
II P BretonNT 1:17  Rak resevet en deus digant Doue an Tad enor ha gloar, pa voe kaset dezhañ ar vouezh-mañ gant ar gloar uhelañ: Hemañ eo va mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.
II P BretonNT 1:18  Ha klevet hon eus ar vouezh-se deuet eus an neñv pa oamp asambles gantañ war ar menez santel.
II P BretonNT 1:19  Bez' hon eus ivez ger start-meurbet ar brofeded. Mat e rit en em stagañ outañ, evel ouzh ul lamp o lugerniñ en ul lec'h teñval betek ma sklaerio an deiz ha ma savo steredenn ar mintin en ho kalonoù.
II P BretonNT 1:20  Gouezit da gentañ kement-mañ: profediezh ebet eus ar Skritur ne zeu eus santad an den e-unan,
II P BretonNT 1:21  rak ar brofediezh n'eo ket bet degaset gwechall dre volontez an den, met tud santel Doue o deus komzet renet gant ar Spered-Santel.