II PETER
Chapter 1
II P | BretonNT | 1:1 | Simon-Pêr, servijer hag abostol Jezuz-Krist, d'ar re o deus resevet da lod ur feiz ken prizius hag hon hini, dre reizhder hon Doue ha Salver Jezuz-Krist: | |
II P | BretonNT | 1:2 | Ra vo kresket ar c'hras hag ar peoc'h ennoc'h dre anaoudegezh Doue hag hon Aotrou Jezuz! | |
II P | BretonNT | 1:3 | E c'halloud doueel en deus roet deomp kement a sell ouzh ar vuhez hag ouzh doujañs-Doue, dre anaoudegezh an hini en deus hor galvet dre e c'hloar hag e vertuz. | |
II P | BretonNT | 1:4 | Dre ar re-mañ, en deus roet deomp promesaoù bras-meurbet ha prizius, evit ma teuot drezo da gemer perzh en natur doueel, o tec'hout diouzh ar breinadur a zo er bed dre an droukc'hoant. | |
II P | BretonNT | 1:5 | E kement-se eta, degasit hoc'h holl aked evit unaniñ asambles gant ho feiz ar vertuz, gant ar vertuz ar c'houiziegezh, | |
II P | BretonNT | 1:6 | gant ar c'houiziegezh an emvestroni, gant an emvestroni ar basianted, gant ar basianted an doujañs-Doue, | |
II P | BretonNT | 1:8 | Rak ma en em gav an traoù-se ennoc'h ha mar fonnont, ne lezint ac'hanoc'h na didalvez na difrouezh en anaoudegezh hon Aotrou Jezuz-Krist. | |
II P | BretonNT | 1:9 | Met an hini n'emañ ket an traoù-se ennañ a zo dall, e weled a zo berr, hag ankounac'haet en deus glanidigezh e bec'hedoù tremenet. | |
II P | BretonNT | 1:10 | Rak-se, breudeur, bezit muioc'h-muiañ aketus da greñvaat ho kalvedigezh hag ho tibaberezh, rak oc'h ober kement-se ne strebotot biken, | |
II P | BretonNT | 1:11 | hag evel-se e vo roet deoc'h gant largentez un donedigezh vat e rouantelezh peurbadus hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist. | |
II P | BretonNT | 1:12 | Setu perak ne vankin ket da zegas deoc'h dalc'hmat an traoù-se da soñj, petra bennak ma o anavezit ha ma'z oc'h kreñvaet er wirionez-se. | |
II P | BretonNT | 1:13 | Krediñ a ran ez eo reizh din, keit ha ma vin en tabernakl-mañ, derc'hel ac'hanoc'h dihun dre alioù, | |
II P | BretonNT | 1:14 | o c'houzout penaos e kuitain prest va zabernakl, evel ma en deus an Aotrou Jezuz-Krist roet din da anavezout. | |
II P | BretonNT | 1:15 | Met preder am bo d'ober ar pezh a zo ret evit ma c'hellot atav kaout soñj eus an traoù-se goude ma vin aet kuit. | |
II P | BretonNT | 1:16 | Rak n'eo ket oc'h heuliañ mojennoù savet gant ampartiz hon eus roet deoc'h da anavezout galloud ha donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist, met goude bezañ gwelet e splannder gant hon daoulagad hon-unan. | |
II P | BretonNT | 1:17 | Rak resevet en deus digant Doue an Tad enor ha gloar, pa voe kaset dezhañ ar vouezh-mañ gant ar gloar uhelañ: Hemañ eo va mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. | |
II P | BretonNT | 1:18 | Ha klevet hon eus ar vouezh-se deuet eus an neñv pa oamp asambles gantañ war ar menez santel. | |
II P | BretonNT | 1:19 | Bez' hon eus ivez ger start-meurbet ar brofeded. Mat e rit en em stagañ outañ, evel ouzh ul lamp o lugerniñ en ul lec'h teñval betek ma sklaerio an deiz ha ma savo steredenn ar mintin en ho kalonoù. | |
II P | BretonNT | 1:20 | Gouezit da gentañ kement-mañ: profediezh ebet eus ar Skritur ne zeu eus santad an den e-unan, | |