II TIMOTHY
Chapter 1
II T | BretonNT | 1:1 | Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue evit prezeg promesa ar vuhez a zo e Jezuz-Krist, | |
II T | BretonNT | 1:2 | da Dimote, va mab karet-mat: Ar c'hras, an drugarez hag ar peoc'h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou! | |
II T | BretonNT | 1:3 | Trugarekaat a ran Doue, a servijan gant ur goustiañs c'hlan evel va hendadoù, rak noz ha deiz ne baouezan da gaout soñj ac'hanout em fedennoù, | |
II T | BretonNT | 1:4 | o kaout eñvor eus da zaeroù hag o c'hoantaat gwelout ac'hanout evit bezañ leuniet a levenez, | |
II T | BretonNT | 1:5 | o virout ar soñj eus ar feiz gwirion a zo ennout, a zo bet da gentañ en da vamm-gozh Loiz hag en da vamm Euniz, hag a zo ennout ivez, me a zo sur-mat. | |
II T | BretonNT | 1:6 | Dre-se e tegasan soñj dit da enaouiñ a-nevez donezon Doue a zo bet roet dit dre lakadur va daouarn. | |
II T | BretonNT | 1:7 | Rak Doue n'en deus ket roet deomp ur spered a abafder, met ur spered a nerzh, a garantez hag a emvestroni. | |
II T | BretonNT | 1:8 | Na'z pez ket mezh eta eus testeni hon Aotrou, nag ac'hanon e brizoniad, met gouzañv poan ganin evit an Aviel dre c'halloud Doue, | |
II T | BretonNT | 1:9 | en deus hor salvet hag hor galvet dre ur c'halvedigezh santel, nann hervez hon oberoù, met hervez e ziviz e-unan hag hervez e c'hras a zo bet roet deomp e Jezuz-Krist a-raok an amzerioù peurbadus, | |
II T | BretonNT | 1:10 | hag a zo bet bremañ diskuliet dre zonedigezh hor Salver Jezuz-Krist, en deus distrujet ar marv ha lakaet er sklêrijenn ar vuhez hag an divarvelezh dre an Aviel, | |
II T | BretonNT | 1:12 | Dre-se ivez eo e c'houzañvan an traoù-mañ, met ne'm eus ket mezh rak gouzout a ran e piv em eus kredet, hag on asur penaos eo galloudek evit mirout ar pezh a zo bet fiziet ennon betek an deiz-se. | |
II T | BretonNT | 1:13 | Dalc'h er feiz hag er garantez a zo e Jezuz-Krist ar skouer eus ar gerioù yac'h ac'h eus klevet diganin. | |
II T | BretonNT | 1:15 | Gouzout a rez penaos ar re holl a zo en Azia o deus dilezet ac'hanon, en o zouez emañ Figel hag Hermogenez. | |
II T | BretonNT | 1:16 | Ra raio an Aotrou trugarez da diegezh Onezifor, rak alies en deus va frealzet ha n'en deus ket bet mezh eus va chadennoù, | |
II T | BretonNT | 1:17 | er c'hontrol, pa'z eo deuet da Rom, en deus va c'hlasket gant gred hag en deus va c'havet. | |