II TIMOTHY
Chapter 2
II T | BretonNT | 2:2 | An traoù ac'h eus klevet diganin dirak meur a dest, fizi anezho e tud feal a vo barrek da gelenn ivez ar re all. | |
II T | BretonNT | 2:4 | Den ebet oc'h ober ar brezel n'en em laka e poan eus traoù ar vuhez, evit plijout d'an hini en deus enrollet anezhañ, | |
II T | BretonNT | 2:5 | ha mar gouren unan bennak en atleterezh, ne vo kurunet nemet gourenet en defe hervez ar reolennoù. | |
II T | BretonNT | 2:8 | Az pez soñj eus Jezuz-Krist, adsavet a-douez ar re varv, deuet eus lignez David hervez va Aviel, | |
II T | BretonNT | 2:9 | e c'houzañvan poan evitañ betek bezañ ereet evel un torfedour. Met ger Doue n'eo ket ereet. | |
II T | BretonNT | 2:10 | Dre-se e c'houzañvan an holl draoù abalamour d'ar re zibabet, evit m'o devo ivez ar silvidigezh a zo e Jezuz-Krist gant ar gloar peurbadus. | |
II T | BretonNT | 2:12 | mar gouzañvomp gantañ, e renimp ivez gantañ; mar nac'homp anezhañ, e nac'ho ivez ac'hanomp; | |
II T | BretonNT | 2:14 | Degas dezho soñj eus an traoù-mañ, o testeniañ dirak Doue ma pellaer diouzh tabutoù ar gerioù, na servijont da netra nemet da goll ar re o selaou. | |
II T | BretonNT | 2:15 | Bez aketus d'en em ziskouez dirak Doue evel amprouet, evel ul labourer divlam o lodennañ gant eeunder ger ar wirionez. | |
II T | BretonNT | 2:16 | Met pella diouzh ar c'homzoù disantel ha difrouezh, rak ar re o lavar a gouezh atav muioc'h en dizoujañs-Doue, | |
II T | BretonNT | 2:18 | a zo en em bellaet diouzh ar wirionez en ur lavarout e vefe dija erruet an adsavidigezh a varv, hag e tiskaront feiz hiniennoù. | |
II T | BretonNT | 2:19 | Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c'halvo anv Krist ra zilezo an direizhder. | |
II T | BretonNT | 2:20 | En un ti bras n'eus ket hepken listri aour hag arc'hant, met ivez re goad ha re bri. Darn a zo evit un implij enorus, ha re all evit un implij dizenorus. | |
II T | BretonNT | 2:21 | Mar en em vir eta unan bennak glan eus an traoù-se, e vo ul lestr a enor, santelaet, talvoudus d'e vestr, ha kempennet evit pep ober mat. | |
II T | BretonNT | 2:22 | Tec'h diouzh gwallc'hoantoù ar yaouankiz; klask ar reizhder, ar feiz, ar garantez, ar peoc'h gant ar re a c'halv anv an Aotrou gant ur galon c'hlan. | |
II T | BretonNT | 2:24 | Arabat eo da servijer an Aotrou karout tabutoù, met ret eo dezhañ bezañ dous e-keñver an holl, mat da gelenn, habask, | |
II T | BretonNT | 2:25 | o reizhañ gant douster an enebourien, o c'hortoz ma roio Doue dezho ar geuzidigezh a zegaso anezho da anavezout ar wirionez, | |