II TIMOTHY
Chapter 4
II T | BretonNT | 4:1 | Da bediñ start a ran eta dirak Doue ha dirak hon Aotrou Jezuz-Krist, a dle barn ar re vev hag ar re varv pa en em gavo e ziskouezidigezh hag e ren, | |
II T | BretonNT | 4:2 | prezeg ar ger, dalc'h en amzer hag e-maez an amzer, kroz, gourdrouz, ali, gant pep pasianted hag en ur gelenn. | |
II T | BretonNT | 4:3 | Rak dont a raio un amzer ma ne c'houzañvo ket an dud ar gelennadurezh yac'h, met, o c'hoantaat klevout traoù plijus, e tastumint doktored hervez o menozioù, | |
II T | BretonNT | 4:5 | Met te, bez aketus en holl draoù, o c'houzañv ar glac'haroù, gra labour un avielour, seven da vinistrerezh en e bezh. | |
II T | BretonNT | 4:8 | Diwar vremañ ar gurunenn a reizhder a zo lakaet evidon a-du; an Aotrou, ar barner reizh, a roio anezhi din en deiz-se, ha nann hepken din-me met ivez d'ar re holl o devo karet e zonedigezh. | |
II T | BretonNT | 4:10 | rak Demaz en deus dilezet ac'hanon o vezañ karet ar c'hantved-mañ hag a zo aet da Desalonike, Kreseñs a zo aet e Galatia, Tit e Dalmatia. | |
II T | BretonNT | 4:11 | Lukaz hepken a zo ganin. Kemer Mark hag e zegas ganit, rak talvoudus eo din evit ar ministrerezh. | |
II T | BretonNT | 4:13 | Pa zeui, degas ar vantell am eus lezet e Troaz e ti Karpuz, hag al levrioù ivez, dreist-holl ar skridoù-parch. | |
II T | BretonNT | 4:14 | Aleksandr, an hini a labour ar c'houevr, en deus graet kalz a zroug din. An Aotrou a rento dezhañ hervez e oberoù. | |
II T | BretonNT | 4:16 | Em c'hentañ difenn, den n'en deus va sikouret met holl o deus va dilezet. Ra ne vo ket kement-se kontet dezho. | |
II T | BretonNT | 4:17 | Met an Aotrou a zo en em zalc'het tost din hag en deus va c'hreñvaet, ken ma em eus prezeget gant nerzh hag an holl baganed o deus klevet. Ha dieubet on bet eus genoù al leon. | |
II T | BretonNT | 4:18 | An Aotrou am dieubo eus pep ober drouk hag a saveteo ac'hanon evit e rouantelezh neñvel. Dezhañ ra vo ar gloar e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen. | |
II T | BretonNT | 4:21 | Hast buan, dont a-raok ar goañv. Eubuluz, Pudens, Linuz, Klaodia hag an holl vreudeur a salud ac'hanout. | |