REVELATION OF JOHN
Chapter 15
Reve | BretonNT | 15:1 | Gwelout a ris en neñv ur sin all bras ha souezhus: seizh ael a zalc'he ar seizh gouli diwezhañ, rak drezo eo kaset da benn kounnar Doue. | |
Reve | BretonNT | 15:2 | Gwelout a ris ivez evel ur mor gwer mesket gant tan, hag ar re o doa trec'het al loen, e skeudenn, e verk ha niver e anv, en em zalc'he war ar mor gwer hag o doa telennoù Doue ganto. | |
Reve | BretonNT | 15:3 | Int a ganent kantik Moizez, servijer Doue, ha kantik an Oan, o lavarout: Da oberoù a zo bras ha souezhus, Aotrou Doue holl-c'halloudek! Da hentoù a zo reizh ha gwirion, Roue ar sent! | |
Reve | BretonNT | 15:4 | Piv na zoujfe ket dit, Aotrou, ha na rofe ket gloar da'z anv? Rak te eo ar Sant hepken. An holl vroadoù a zeuio hag a blego d'an daoulin dirazout, dre ma'z eo bet da varnedigezhioù disklêriet. | |
Reve | BretonNT | 15:6 | Ar seizh ael a zalc'he ar seizh gouli a zeuas er-maez eus an templ, gwisket gant lin glan ha lugernus ha gourizet en-dro d'o dardreiz gant gourizoù aour. | |
Reve | BretonNT | 15:7 | Unan eus ar pevar bev a roas d'ar seizh ael seizh hanaf aour, leuniet gant kounnar an Doue a vev e kantvedoù ar c'hantvedoù. | |