REVELATION OF JOHN
Chapter 18
Reve | BretonNT | 18:1 | Goude-se, e welis o tiskenn eus an neñv un ael all en doa ur galloud bras. An douar a voe sklêrijennet gant e c'hloar. | |
Reve | BretonNT | 18:2 | Gant ur vouezh kreñv hag uhel e krias o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon vras, deuet eo da vezañ ur chomlec'h d'an diaouled, un toull-kuzh da bep spered hudur ha da bep labous dic'hlan hag euzhus. | |
Reve | BretonNT | 18:3 | Rak an holl vroadoù o deus evet gwin eus fulor he gastaouerezh, rouaned an douar a zo en em c'hastaouet ganti ha marc'hadourien an douar a zo en em binvidikaet eus fonnder he diroll. | |
Reve | BretonNT | 18:4 | Klevout a ris ur vouezh all o tont eus an neñv a lavare: It kuit eus he c'hreiz, va fobl, gant aon n'ho pefe lod en he fec'hedoù ha n'ho pefe ivez lod en he goulioù, | |
Reve | BretonNT | 18:5 | rak he fec'hedoù a zo pignet betek an neñv ha Doue en deus bet soñj eus he direizhderioù. | |
Reve | BretonNT | 18:6 | Grit dezhi evel ma he deus graet deoc'h ha roit dezhi an daougement eus ar pezh he deus graet. En hanaf m'he deus mesket, meskit dezhi an daougement. | |
Reve | BretonNT | 18:7 | Kement ha ma'z eo en em roet el lorc'h ha ma'z eo en em veuzet er plijadurioù, roit dezhi kement all da c'houzañv a estrenvan hag a c'hlac'har. Pa lavar en he c'halon: Azezet on da rouanez, n'on ket intañvez ha ne welin ket ar c'hañv, | |
Reve | BretonNT | 18:8 | dre-se, en un hevelep deiz, e teuio he goulioù: ar marv, ar c'hañv hag an naonegezh, hag e vo devet gant an tan. Rak galloudek eo an Aotrou Doue a varn anezhi. | |
Reve | BretonNT | 18:9 | Rouaned an douar, goude bezañ graet gadaliezh ha bevet er plijadurioù ganti, a ouelo warni hag a skoio war boull o c'halonoù abalamour dezhi pa welint mogedenn hec'h entanadur. | |
Reve | BretonNT | 18:10 | En em zerc'hel a raint pell gant aon rak hec'h estrenvan, hag e lavarint: Gwalleur! Gwalleur! Kêr vras Babilon, ar gêr c'halloudek-mañ! Rak da varnedigezh a zo deuet en un eur. | |
Reve | BretonNT | 18:11 | Marc'hadourien an douar a ouelo hag a c'harmo diwar he fenn, rak den na bren ken eus o marc'hadourezhioù, | |
Reve | BretonNT | 18:12 | marc'hadourezhioù aour, arc'hant, mein prizius, perlez, lin fin, limestra, seiz, tane, pep seurt koad a c'hwezh-vat, pep seurt traoù en olifant, pep seurt traoù e koad gwall brizius, en arem, en houarn hag e marmor, | |
Reve | BretonNT | 18:13 | kinamom, louzoù-frondus, c'hwezhioù-mat, ezañs, gwin, eoul, flour bleud, ed, chatal, deñved, kezeg, kirri, korfoù hag eneoù tud. | |
Reve | BretonNT | 18:14 | Ar frouezh a c'hoantae da galon a zo pellaet diouzhit hag an holl draoù flour ha kaer a zo kollet evidout, a-vremañ n'o c'havi ken. | |
Reve | BretonNT | 18:15 | Marc'hadourien an traoù-se, a oa en em binvidikaet ganti, en em zalc'ho pell gant aon rak hec'h estrenvan, o ouelañ, o c'harmiñ | |
Reve | BretonNT | 18:16 | hag o lavarout: Gwalleur! Gwalleur! A gêr vras, gwisket gant lin fin, gant limestra ha gant tane, kinklet gant aour, mein prizius ha perlez! | |
Reve | BretonNT | 18:17 | Rak en un eur kement all a binvidigezhioù a zo bet distrujet. Hag an holl sturierien, ar re holl a zo war al listri, ar vartoloded hag ar re holl a genwerzh war ar mor, en em zalc'he pell; | |
Reve | BretonNT | 18:18 | o welout mogedenn hec'h entanadur, e krient o lavarout: Peseurt kêr a oa heñvel ouzh ar gêr vras? | |
Reve | BretonNT | 18:19 | Teurel a raent poultr war o fenn hag, o ouelañ hag o c'harmiñ, e krient o lavarout: Gwalleur! Gwalleur! Ar gêr vras, enni ar re holl o doa listri war ar mor a oa en em binvidikaet dre he fuilhentez! Rak en un eur eo aet da netra. | |
Reve | BretonNT | 18:20 | Neñv, en em laouena abalamour dezhi, kenkoulz ha c'hwi ebestel ha profeded santel. Rak Doue en deus graet warni barnedigezh hoc'h abeg. | |
Reve | BretonNT | 18:21 | Un ael galloudek a gemeras ur maen evel ur maen-milin hag a daolas anezhañ er mor, o lavarout: Evel-se e vo taolet d'an traoñ gant buander Babilon, ar gêr vras, ha ne vo kavet ken. | |
Reve | BretonNT | 18:22 | Sonioù an delennerien, ar vuzikerien, ar fleüterien hag an drompilherien ne vint ken klevet e-barzh da greiz. Micherour ebet a bep seurt micher bennak a c'hell bezañ ne vo kavet ennout. Trouz ar maen-milin ne vo ken klevet ennout. | |
Reve | BretonNT | 18:23 | Sklêrijenn al lamp ne lugerno ken ennout, ne vo klevet ken ennout na mouezh an ozhac'h na mouezh ar wreg yaouank, rak da varc'hadourien a oa re vras an douar hag an holl vroadoù a zo bet touellet gant da strobinelloù. | |