Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
REVELATION OF JOHN
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 4
Reve BretonNT 4:1  Goude-se e sellis ha setu, un nor a oa digor en neñv. Ar c'hentañ mouezh em boa klevet, evel hini un drompilh, a gomzas ganin hag a lavaras: Pign amañ hag e tiskouezin dit an traoù a dle c'hoarvezout goude ar re-mañ.
Reve BretonNT 4:2  Ha kerkent e voen estlammet er spered. Ha setu, un tron a oa savet en neñv hag unan bennak azezet war an tron.
Reve BretonNT 4:3  An hini a oa azezet a oa heñvel a zoare ouzh ur maen-yalp hag un agatenn-ruz. An tron a oa kelc'hiet gant ur wareg-c'hlav a oa heñvel a zoare ouzh un emrodezenn.
Reve BretonNT 4:4  En-dro d'an tron e oa pevar dron warn-ugent, hag e welis war an tronioù-se pevar henaour warn-ugent azezet, gwisket gant dilhad gwenn, gant kurunennoù aour war o fennoù.
Reve BretonNT 4:5  Eus an tron e teue luc'hed, kurunoù ha mouezhioù. Dirak an tron e teve seizh lamp gwrezus a zo ar seizh spered eus Doue.
Reve BretonNT 4:6  Bez' e oa ivez dirak an tron ur mor gwer heñvel ouzh strink. E-kreiz an tron hag en-dro d'an tron, e oa pevar bev leun a lagadoù a-dreñv hag a-raok.
Reve BretonNT 4:7  An c'hentañ bev a oa heñvel ouzh ul leon, an eil bev a oa heñvel ouzh ul leue, an trede bev en doa e zremm evel hini un den, ar pevare bev a oa heñvel ouzh un erer o nijal.
Reve BretonNT 4:8  Ar pevar bev o doa pep hini c'hwec'h askell hag en-dro hag en diabarzh e oant leun a lagadoù. Ne baouezent noz deiz da lavarout: Santel, santel, santel eo an Aotrou Doue holl-c'halloudek, an hini a zo hag a oa hag a zeu!
Reve BretonNT 4:9  Pa roe ar bevien gloar hag enor ha gras d'an hini a oa azezet war an tron, d'an hini a vev e kantvedoù ar c'hantvedoù,
Reve BretonNT 4:10  ar pevar henaour warn-ugent a zaouline dirak an hini a oa azezet war an tron, hag a azeule an hini a vev e kantvedoù ar c'hantvedoù, hag a daole o c'hurunennoù dirak an tron en ur lavarout:
Reve BretonNT 4:11  Aotrou, dellezek out da resev ar gloar hag an enor hag ar galloud, rak krouet ec'h eus an holl draoù, hag evit da levenez eo emaint hag ez int bet krouet!