REVELATION OF JOHN
Chapter 21
Reve | BretonNT | 21:1 | Gwelout a ris un neñv nevez hag un douar nevez, rak an neñv kentañ hag an douar kentañ a oa tremenet hag ar mor ne oa ken. | |
Reve | BretonNT | 21:2 | Ha me Yann, a welas ar gêr santel, ar Jeruzalem nevez, o tiskenn eus an neñv, eus kichen Doue, fichet evel ma'z eo kempennet ur wreg yaouank evit he fried. | |
Reve | BretonNT | 21:3 | Klevout a ris ur vouezh kreñv o tont eus an neñv a lavare: Setu, emañ tabernakl Doue e-touez an dud. Eñ a chomo ganto, int a vo e bobl, ha Doue e-unan a vo en o zouez, bez' e vo o Doue. | |
Reve | BretonNT | 21:4 | Doue a sec'ho pep daeraouenn diwar o daoulagad. Ar marv ne vo ken, nag ar c'hañv, na garm, na poan ebet, rak an traoù kentañ a zo tremenet. | |
Reve | BretonNT | 21:5 | An hini a oa azezet war an tron a lavaras: Setu, e ran an holl draoù nevez. Hag e lavaras din: Skriv, rak ar gerioù-mañ a zo feal ha gwirion. | |
Reve | BretonNT | 21:6 | Lavarout a reas din: Graet eo. Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh. D'an hini en deus sec'hed, e roin evit netra eus mammenn an dour a vuhez. | |
Reve | BretonNT | 21:7 | An hini a drec'ho en devo an holl draoù da hêrezh. E Zoue e vin hag eñ a vo va mab. | |
Reve | BretonNT | 21:8 | Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c'hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c'haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv. | |
Reve | BretonNT | 21:9 | Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf leun gant ar seizh gouli diwezhañ a zeuas da'm c'havout hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, me a ziskouezo dit ar bried yaouank, gwreg an Oan. | |
Reve | BretonNT | 21:10 | Eñ a gasas ac'hanon er spered war ur menez bras hag uhel, hag e tiskouezas din ar gêr vras, ar Jeruzalem santel, a ziskenne eus an neñv eus kichen Doue, | |
Reve | BretonNT | 21:11 | ha gloar Doue ganti. He sked a oa heñvel ouzh hini ur maen prizius-meurbet, ouzh ur maen-yalp treuzwelus evel strink. | |
Reve | BretonNT | 21:12 | Bez' e oa ur voger vras hag uhel. Bez' e oa daouzek dor, e-tal an daouzek dor daouzek ael, hag anvioù skrivet warno, bez' e oant anvioù daouzek meuriad mibien Israel. | |
Reve | BretonNT | 21:13 | Er sav-heol teir dor, en hanternoz teir dor, er c'hreisteiz teir dor, er c'huzh-heol teir dor. | |
Reve | BretonNT | 21:15 | An hini a gomze ouzhin en doa ur walenn (~ 3 m) aour evit muzuliañ ar gêr, he dorojoù hag he moger. | |
Reve | BretonNT | 21:16 | Ar gêr a zo pevar c'hornek, hag he hirder a zo kevatal d'he ledander. Eñ a vuzulias ar gêr gant ar walenn, daouzek mil stadenn (~ 2.2 km). He hirder, he ledander hag he uhelder a zo kevatal. | |
Reve | BretonNT | 21:17 | Eñ a vuzulias ar voger, kant pevar ilinad ha daou-ugent (~ 70 m), muzul den, a zo hini an ael. | |
Reve | BretonNT | 21:18 | Ar voger a oa mañsonet gant maen-yalp, hag ar gêr gant aour glan, heñvel ouzh strink glan. | |
Reve | BretonNT | 21:19 | Diazezoù moger ar gêr a oa kinklet gant pep seurt mein prizius. Ar c'hentañ diazez a oa a yalp, an eil a safir, an trede a galkedonia, ar pevare a emrodez, | |
Reve | BretonNT | 21:20 | ar pempvet a sardoniks, ar c'hwec'hvet a agatenn-ruz, ar seizhvet a grizolit, an eizhvet a veril, an navet a dopaz, an dekvet a grizopraz, an unnekvet a zirkon-ruz, an daouzekvet a ametist. | |
Reve | BretonNT | 21:21 | An daouzek dor a oa daouzek perlezenn. Pep dor a oa eus ur berlezenn hepken, hag al leurgêr a oa en aour glan, heñvel ouzh gwer treuzwelus. | |
Reve | BretonNT | 21:22 | Ne welis templ ebet enni, rak an Aotrou Doue holl-c'halloudek hag an Oan eo an templ anezhi. | |
Reve | BretonNT | 21:23 | Ar gêr n'he deus ezhomm nag eus an heol nag eus al loar evit he sklêrijennañ, rak gloar Doue a sklêrijenn anezhi hag an Oan eo he goulaouenn. | |
Reve | BretonNT | 21:24 | Ar broadoù eus ar re a zo salvet a gerzho diouzh he sklêrijenn. Rouaned an douar a zegas enni o gloar hag o enor. | |