REVELATION OF JOHN
Chapter 3
Reve | BretonNT | 3:1 | Skriv da ael Iliz Sardiz: Setu ar pezh a lavar an hini en deus seizh spered Doue hag ar seizh steredenn: Anavezout a ran da oberoù, ar vrud ac'h eus da vezañ bev met marv out. | |
Reve | BretonNT | 3:2 | Bez evezhiek ha kreñva ar pezh a chom hag a ya da vervel, rak ne'm eus ket kavet da oberoù peurvat dirak Doue. | |
Reve | BretonNT | 3:3 | Az pez soñj eta eus ar pezh ac'h eus resevet ha klevet, mir anezhañ hag az pez keuz. Ma ne veilhez ket, dont a rin da'z kavout evel ul laer, ha ne ouezi ket da bet eur e teuin da'z kavout. | |
Reve | BretonNT | 3:4 | Bez' ec'h eus koulskoude e Sardiz un nebeud tud n'o deus ket saotret o dilhad. Int a gerzho ganin e gwiskamantoù gwenn o vezañ ma'z int dellezek. | |
Reve | BretonNT | 3:5 | An hini a drec'ho a vo gwisket gant dilhad gwenn, ne lamin ket e anv eus al levr a vuhez, hag ec'h anzavin e anv dirak va Zad ha dirak e aeled. | |
Reve | BretonNT | 3:7 | Skriv da ael Iliz Filadelfia: Setu ar pezh a lavar ar Sant, ar Gwirion, an hini en deus alc'houez David, an hini a zigor ha den ne serr, hag an hini a serr ha den ne zigor: | |
Reve | BretonNT | 3:8 | Anavezout a ran da oberoù. Setu, digoret em eus un nor dirazout ha den ne c'hell he serriñ, dre ma ec'h eus bet nebeut a nerzh, ma ec'h eus miret va ger ha ma ne'c'h eus ket nac'het va anv. | |
Reve | BretonNT | 3:9 | Setu, e roin dit reoù eus sinagogenn Satan, en em lavar Yuzevien ha n'int ket met a lavar gevier. Setu, me a lakaio anezho da zont evit ma taoulinint da'z treid ha ma ouezint penaos em eus da garet. | |
Reve | BretonNT | 3:10 | Abalamour ma ec'h eus miret ger va dalc'husted, me va-unan a viro ac'hanout en eur an temptadur a dle dont war ar bed holl evit amprouiñ ar re a chom war an douar. | |
Reve | BretonNT | 3:11 | Setu, dont a ran prest. Dalc'h start ar pezh ac'h eus evit na gemero den da gurunenn. | |
Reve | BretonNT | 3:12 | Gant an hini a drec'ho e rin ur peul e templ va Doue ha ne yelo ken er-maez. Skrivañ a rin warnañ anv va Doue, hag anv kêr va Doue, ar Jeruzalem nevez a ziskenn eus an neñv eus kichen va Doue, ha va anv nevez. | |
Reve | BretonNT | 3:14 | Skriv da ael Iliz Laodikea: Setu ar pezh a lavar an Amen, an test feal ha gwirion, ar penn-kentañ eus krouidigezh Doue: | |
Reve | BretonNT | 3:15 | Anavezout a ran da oberoù. Gouzout a ran n'out na yen na tomm. O, Ma vijes bet yen pe tomm! | |
Reve | BretonNT | 3:17 | Rak e lavarez: Me a zo pinvidik, en em binvidikaet on ha ne'm eus ezhomm a netra, ha n'anavezez ket out gwalleürus, truezus, paour, dall hag en noazh, | |
Reve | BretonNT | 3:18 | aliañ a ran ac'hanout da brenañ diganin aour amprouet dre an tan evit dont da vezañ pinvidik, ha dilhad gwenn evit bezañ gwisket ha chom hep diskouez ar vezh eus da noazhder, ha louzoù da oleviñ da zaoulagad evit ma weli. | |
Reve | BretonNT | 3:20 | Setu, en em zalc'han ouzh an nor hag e skoan. Mar klev unan bennak va mouezh ha mar digor an nor, ez in en e di, hag e koagnin gantañ hag eñ ganin. | |
Reve | BretonNT | 3:21 | An hini a drec'ho, me a lakaio anezhañ da azezañ ganin war va zron, evel ma em eus trec'het ha ma'z on azezet gant va Zad war e dron. | |