Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
REVELATION OF JOHN
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 20
Reve BretonNT 20:1  Gwelout a ris un ael o tiskenn eus an neñv, gantañ alc'houez an donder hag ur chadenn vras en e zorn.
Reve BretonNT 20:2  Eñ a grogas an aerouant, an naer kozh, a zo an diaoul ha Satan, hag ec'h ereas anezhañ evit mil bloavezh.
Reve BretonNT 20:3  Teurel a reas anezhañ en donder hag e serras o lakaat ur siell warnañ, evit na douellje ken ar broadoù betek ma vije tremenet ar mil bloavezh. Goude-se, e tle bezañ diereet evit un nebeud amzer.
Reve BretonNT 20:4  Gwelout a ris tronioù; d'ar re a azezas warno e voe roet galloud da varn. Gwelout a ris eneoù ar re a voe bet dibennet evit testeni Jezuz hag evit ger Doue, ar re n'o doa ket azeulet al loen nag e skeudenn ha n'o doa ket degemeret e verk war o zalioù ha war o daouarn. Hag e vevjont hag e renjont gant Krist e-pad mil bloavezh.
Reve BretonNT 20:5  Ar peurrest eus ar re varv n'advevjont ket ken na voe ar mil bloavezh tremenet. Hounnezh eo ar gentañ adsavidigezh.
Reve BretonNT 20:6  Eürus ha santel an hini en deus lod er gentañ adsavidigezh. An eil marv n'en deus galloud ebet warno, met aberzhourien e vint da Zoue ha da Grist, hag e renint gantañ e-pad mil bloavezh.
Reve BretonNT 20:7  Pa vo ar mil bloavezh tremenet, Satan a vo diereet eus e brizon.
Reve BretonNT 20:8  Dont a raio er-maez da douellañ ar broadoù a zo e pevar c'horn an douar, Gog ha Magog, hag e tastumo anezho evit ar brezel. O niver a zo evel traezh ar mor.
Reve BretonNT 20:9  Pignat a rejont war c'horre an douar, en em lakajont en-dro da gamp ar sent ha d'ar gêr garet-mat. Met un tan a ziskennas digant Doue eus an neñv hag a lonkas anezho.
Reve BretonNT 20:10  An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec'h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec'h estrenvanint evit kantvedoù ar c'hantvedoù.
Reve BretonNT 20:11  Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec'has kuit a-zirak e zremm, ha lec'h ebet ne voe kavet ken evito.
Reve BretonNT 20:12  Gwelout a ris ar re varv, bras ha bihan, oc'h en em zerc'hel dirak Doue. Levrioù a voe digoret. Hag e voe digoret ul levr all, al levr a vuhez. Ar re varv a voe barnet hervez o oberoù, hervez ar pezh a oa skrivet el levrioù.
Reve BretonNT 20:13  Ar mor a roas ar re varv a oa ennañ, ar marv ha lec'h ar marv a roas ivez ar re varv a oa enno, ha pep hini a voe barnet hervez e oberoù.
Reve BretonNT 20:14  Ar marv ha lec'h ar marv a voe taolet er stank a dan. Hennezh eo an eil varv.
Reve BretonNT 20:15  Piv bennak ne voe ket kavet skrivet el levr a vuhez a voe taolet er stank a dan.