REVELATION OF JOHN
Chapter 12
Reve | BretonNT | 12:1 | Ur sin bras a voe gwelet en neñv: ur wreg gwisket gant an heol, hag al loar dindan he zreid, ha war he fenn ur gurunenn a zaouzek steredenn. | |
Reve | BretonNT | 12:3 | Ur sin all a voe gwelet c'hoazh en neñv. Setu, un aerouant bras a liv tan o kaout seizh penn ha dek korn, ha war e bennoù seizh talgen. | |
Reve | BretonNT | 12:4 | E lost a stleje an deirvet lodenn eus stered an neñv hag a daolas anezho war an douar. An aerouant a chomas en e sav dirak ar wreg a oa prest da wilioudiñ evit lonkañ he bugel pa vije ganet ganti. | |
Reve | BretonNT | 12:5 | Hi a c'hanas ur mab, ur paotr a dlee gouarn an holl vroadoù gant ur wialenn houarn, hag he bugel a oa savet etrezek Doue hag etrezek e dron. | |
Reve | BretonNT | 12:6 | Ar wreg a dec'has el lec'h distro en ul lec'h kempennet dezhi gant Doue, evit bezañ maget eno e-pad mil daou c'hant tri-ugent devezh. | |
Reve | BretonNT | 12:7 | Un emgann a c'hoarvezas en neñv. Mikael hag e aeled a stourmas a-enep an aerouant. Hag an aerouant a stourmas gant e aeled, | |
Reve | BretonNT | 12:9 | An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ. | |
Reve | BretonNT | 12:10 | Hag e klevis ur vouezh kreñv a lavare en neñv: Bremañ eo deuet silvidigezh, nerzh ha rouantelezh hon Doue, ha galloud e Grist, rak tamaller hor breudeur a zo bet taolet kuit, an hini o zamalle noz ha deiz dirak dremm hon Doue. | |
Reve | BretonNT | 12:11 | Trec'het o deus anezhañ dre wad an Oan ha dre ar ger o deus rentet testeni drezañ, ha n'o deus ket karet o buhez en tu all d'ar marv. | |
Reve | BretonNT | 12:12 | Dre-se en em laouenait, neñvoù, ha c'hwi a chom enno. Gwalleur d'an dud a chom war an douar ha war ar mor, rak an diaoul a zo diskennet war-zu ennoc'h gant ur fulor vras hag o c'houzout n'en deus nemet nebeud amzer. | |
Reve | BretonNT | 12:13 | Pa welas an aerouant e oa bet taolet war an douar, e redas war-lerc'h ar wreg he doa ganet ar mab. | |
Reve | BretonNT | 12:14 | Divaskell an erer bras a voe roet d'ar wreg evit ma c'hellfe nijal d'al lec'h distro, en he lec'h hec'h-unan ma tle bezañ maget un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer, pell a-zirak an naer. | |
Reve | BretonNT | 12:15 | An naer a daolas eus he genoù dour evel ur stêr war-lerc'h ar wreg, evit stlejañ anezhi gant ar stêr. | |
Reve | BretonNT | 12:16 | An douar a sikouras ar wreg, hag an douar a zigoras e c'henoù hag a lonkas ar stêr en doa an aerouant taolet eus e c'henoù. | |