REVELATION OF JOHN
Chapter 2
Reve | BretonNT | 2:1 | Skriv da ael Iliz Efez: Setu ar pezh a lavar an hini a zalc'h ar seizh steredenn en e zorn dehou, an hini a gerzh e-kreiz ar seizh kantolor aour: | |
Reve | BretonNT | 2:2 | Anavezout a ran da oberoù, da labour ha da basianted. Gouzout a ran penaos ne c'hellez ket gouzañv ar re zrouk, penaos ec'h eus amprouet ar re en em lavar ebestel ha n'int ket, hag ec'h eus kavet anezho gaouiat. | |
Reve | BretonNT | 2:3 | Gouzañvet ec'h eus, bet ec'h eus pasianted, labouret ec'h eus evit va anv ha ne'c'h eus ket kollet kalon. | |
Reve | BretonNT | 2:5 | Az pez soñj eta a-belec'h out kouezhet, az pez keuz ha gra da oberoù kentañ, anez e teuin prest da'z kavout hag e lamin da gantolor eus e lec'h, ma ne'c'h eus ket keuz. | |
Reve | BretonNT | 2:7 | An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù. D'an hini a drec'ho me a roio da zebriñ eus ar wezenn a vuhez a zo e-kreiz baradoz Doue. | |
Reve | BretonNT | 2:8 | Skriv da ael Iliz Smirna: Setu ar pezh a lavar ar c'hentañ hag an diwezhañ, an hini a zo bet marv hag a zo deuet adarre d'ar vuhez: | |
Reve | BretonNT | 2:9 | Anavezout a ran da oberoù, da drubuilhoù ha da baourentez, petra bennak ma'z out pinvidik, ha gwallgomzoù ar re en em lavar Yuzevien ha n'int ket, met a zo ur sinagogenn eus Satan. | |
Reve | BretonNT | 2:10 | Na'z pez ket aon rak netra eus an traoù az po da c'houzañv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoù ac'hanoc'h er prizon evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez. | |
Reve | BretonNT | 2:11 | An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù. An hini a drec'ho ne vo ket gloazet gant an eil marv. | |
Reve | BretonNT | 2:12 | Skriv da ael Iliz Pergam: Setu ar pezh a lavar an hini en deus ar c'hleze lemm a zaou droc'h: | |
Reve | BretonNT | 2:13 | Anavezout a ran da oberoù, e pelec'h e chomez, e-lec'h ma emañ tron Satan. Hag e talc'hez va anv ha ne'c'h eus ket nac'het va feiz, zoken en deizioù ma'z eo bet lakaet d'ar marv Antipaz, va merzher feal, en ho touez, e-lec'h ma chom Satan. | |
Reve | BretonNT | 2:14 | Met traoù bennak am eus a-enep dit: bez' ec'h eus aze tud hag a zalc'h kelennadurezh Balaam, a zeske da Valag lakaat ur maen-kouezh dirak mibien Israel evit ma tebrjent traoù aberzhet d'an idoloù ha ma kouezhjent er c'hadaliezh. | |
Reve | BretonNT | 2:15 | Evel-se, ec'h eus ivez tud a zalc'h kelennadurezh an Nikolaidi, ar pezh a gasaan. | |
Reve | BretonNT | 2:16 | Az pez eta keuz, anez e teuin prest da'z kavout hag e stourmin outo gant kleze va genoù. | |
Reve | BretonNT | 2:17 | An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù. D'an hini a drec'ho e roin da zebriñ eus ar mann kuzhet hag e roin dezhañ ur maen gwenn, ha war ar maen-se e vo skrivet un anv nevez n'eo anavezet gant den, nemet gant an hini a resev anezhañ. | |
Reve | BretonNT | 2:18 | Skriv da ael Iliz Tiatira: Setu ar pezh a lavar Mab Doue, an hini en deus e zaoulagad evel ur flamm-tan hag e dreid heñvel ouzh kouevr fin meurbet: | |
Reve | BretonNT | 2:19 | Anavezout a ran da oberoù, da garantez, da servij, da feiz, da zalc'husted ha da oberoù diwezhañ a zo en tu all d'ar re gentañ. | |
Reve | BretonNT | 2:20 | Met traoù bennak am eus a-enep dit: lezel ar wreg Jezabel, en em lavar profedez, da gelenn ha da douellañ va servijerien evit o lakaat da gouezhañ er c'hadaliezh ha da zebriñ traoù aberzhet d'an idoloù. | |
Reve | BretonNT | 2:21 | Roet em eus amzer dezhi evit m'he defe keuz eus he gadaliezh, met n'eo ket fellet dezhi kaout keuz. | |
Reve | BretonNT | 2:22 | Setu, mont a ran d'he zeurel war ur gwele, hag ar re a ra avoultriezh ganti a vo en un trubuilh bras, nemet o defe keuz eus o oberoù. | |
Reve | BretonNT | 2:23 | Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c'halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac'hanoc'h hervez e oberoù. | |
Reve | BretonNT | 2:24 | Met e lavaran deoc'h-c'hwi, d'ar re all a zo e Tiatira, da gement hini na resev ket ar gelennadurezh-se ha n'en deus ket anavezet donderioù Satan evel ma lavaront: Ne lakain bec'h all ebet warnoc'h, | |
Reve | BretonNT | 2:26 | D'an hini a drec'ho hag a viro va oberoù betek an dibenn, e roin dezhañ galloud war ar broadoù. | |
Reve | BretonNT | 2:27 | Gouarn a raio anezho gant ur wialenn houarn evel ma torrer podoù pri, evel ma em eus va-unan resevet kement-se digant va Zad, | |