Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
REVELATION OF JOHN
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 19
Reve BretonNT 19:1  Goude-se, e klevis en neñv evel ur vouezh kreñv o tont eus ur vandenn vras, a lavare: Allelouia! (= meulit an AOTROU) Ar silvidigezh, ar gloar, an enor hag ar galloud d'an Aotrou hon Doue,
Reve BretonNT 19:2  rak e varnedigezhioù a zo gwirion ha reizh, rak barnet en deus ar c'hast vras a vreine an douar dre he loustoni, veñjet en deus gwad e servijerien he doa skuilhet gant he dorn.
Reve BretonNT 19:3  Lavarout a rejont un eilvet gwech: Allelouia! Hag he mogedenn a savas e kantvedoù ar c'hantvedoù.
Reve BretonNT 19:4  Ar pevar henaour warn-ugent hag ar pevar bev en em stouas hag a azeulas Doue azezet war an tron, o lavarout: Amen! Allelouia!
Reve BretonNT 19:5  Ur vouezh a zeuas eus an tron, o lavarout: Meulit hon Doue, c'hwi holl e servijerien, c'hwi a zouj anezhañ, bihan ha bras.
Reve BretonNT 19:6  Klevout a ris evel mouezh ur vandenn vras, evel ar vouezh eus kalz a zoureier hag evel ar vouezh eus kurunoù bras, a lavare: Allelouia! Rak an Aotrou Doue holl-c'halloudek a ren.
Reve BretonNT 19:7  En em laouenaomp, diskouezomp hol levenez ha roomp gloar dezhañ, rak eured an Oan a zo deuet hag e wreg yaouank a zo en em fichet.
Reve BretonNT 19:8  Roet eo bet dezhi d'en em wiskañ gant lin fin, glan, lugernus. Rak al lin fin eo oberoù reizh ar sent.
Reve BretonNT 19:9  Eñ a lavaras din: Skriv: Eürus ar re a zo galvet da bred-eured an Oan. Hag e lavaras din: Ar re-se eo gerioù gwirion Doue.
Reve BretonNT 19:10  Me a gouezhas d'e dreid evit e azeuliñ, met eñ a lavaras din: Diwall d'ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur o deus testeni Jezuz. Azeul Doue, rak testeni Jezuz eo ar spered a brofediezh.
Reve BretonNT 19:11  Gwelout a ris an neñv digor ha setu, ur marc'h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a zo galvet Feal ha Gwirion. Gant reizhder e varn hag e stourm.
Reve BretonNT 19:12  E zaoulagad a zo evel ur flamm-tan, war e benn ez eus meur a gurunenn. Bez' en deus un anv a zo bet skrivet ha den n'anavez anezhañ nemet e-unan.
Reve BretonNT 19:13  Gwisket eo gant ur vantell livet gant gwad. E anv a zo Ger Doue.
Reve BretonNT 19:14  An armeoù a zo en neñv a heulie anezhañ war gezeg gwenn; gwisket e oant gant lin fin, gwenn, glan.
Reve BretonNT 19:15  Eus e c'henoù e teu ur c'hleze lemm evit skeiñ ar broadoù, rak gouarn a raio anezho gant ur wialenn houarn hag e wasko beol gwin kounnar daer an Doue holl-c'halloudek.
Reve BretonNT 19:16  War e vantell ha war e vorzhed e toug un anv skrivet: ROUE AR ROUANED, HAG AOTROU AN AOTROUNEZ.
Reve BretonNT 19:17  Gwelout a ris un ael all en em zalc'he e-barzh an heol. Gant ur vouezh kreñv e krias, o lavarout d'an holl laboused a nije e-kreiz an neñv: Deuit hag en em zastumit evit fest an Doue bras,
Reve BretonNT 19:18  evit debriñ kig ar rouaned, kig ar gabitened, kig ar re c'halloudek, kig ar c'hezeg hag ar re a bign warno, kig an holl dud, frank ha sklav, bihan ha bras.
Reve BretonNT 19:19  Gwelout a ris al loen, rouaned an douar hag o armeoù dastumet evit ober ar brezel d'an hini a oa pignet war ar marc'h ha d'e arme.
Reve BretonNT 19:20  Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.
Reve BretonNT 19:21  Ar peurrest a voe lazhet gant ar c'hleze a zeue eus genoù an hini a oa pignet war ar marc'h, hag an holl laboused a voe leuniet gant o c'hig.