REVELATION OF JOHN
Chapter 7
Reve | BretonNT | 7:1 | Goude-se, e welis pevar ael en em zalc'he e pevar c'horn an douar, o terc'hel ar pevar avel evit na c'hwezhfe avel ebet na war an douar, na war ar mor, na war wezenn ebet. | |
Reve | BretonNT | 7:2 | Hag e welis un ael all a bigne eus kostez ar sav-heol, o terc'hel siell an Doue bev. Gant ur vouezh kreñv e krias d'ar pevar ael o doa resevet ar galloud da noazout d'an douar ha d'ar mor | |
Reve | BretonNT | 7:3 | o lavarout: Na noazit ket d'an douar, na d'ar mor, na d'ar gwez, betek m'hor bo merket gant ur siell tal servijerien hon Doue. | |
Reve | BretonNT | 7:4 | Hag e klevis an niver eus ar re a oa bet merket, kant pevar mil ha daou-ugent a zo bet merket gant ar siell a-douez holl veuriadoù mibien Israel: | |
Reve | BretonNT | 7:5 | A veuriad Juda, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Ruben, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Gad, daouzek mil merket gant ar siell; | |
Reve | BretonNT | 7:6 | a veuriad Aser, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Neftali, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Manase, daouzek mil merket gant ar siell; | |
Reve | BretonNT | 7:7 | a veuriad Simeon, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Levi, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Isakar, daouzek mil merket gant ar siell; | |
Reve | BretonNT | 7:8 | a veuriad Zabulon, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Jozef, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Benjamin, daouzek mil merket gant ar siell. | |
Reve | BretonNT | 7:9 | Goude -se e sellis ha setu, un engroez ken bras ken na c'helle den kontañ, a bep broad, a bep meuriad, a bep pobl, a bep yezh, en em zalc'he dirak an tron ha dirak an Oan; gwisket e oant gant saeoù gwenn, gant palmez en o daouarn. | |
Reve | BretonNT | 7:10 | Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Ar silvidigezh a zo d'hon Doue a zo azezet war an tron ha d'an Oan. | |
Reve | BretonNT | 7:11 | An holl aeled en em zalc'he en-dro d'an tron, d'an henaourien ha d'ar pevar bev, hag en em stoujont war o dremm dirak an tron hag ec'h azeuljont Doue | |
Reve | BretonNT | 7:12 | o lavarout: Amen! Ar veuleudi, ar gloar, ar furnez, ar c'hras, an enor, ar galloud, an nerzh, ra vint d'hon Doue e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen. | |
Reve | BretonNT | 7:13 | Unan eus an henaourien a gemeras ar gomz hag a lavaras din: Ar re a zo gwisket gant saeoù gwenn, piv int hag a-belec'h ez int deuet? | |
Reve | BretonNT | 7:14 | Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez' int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc'het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan. | |
Reve | BretonNT | 7:15 | Dre-se emaint dirak tron Doue hag e servijont anezhañ deiz ha noz en e dempl. An hini a zo azezet war an tron a chomo en o-zouez, | |
Reve | BretonNT | 7:16 | n'o devo ken naon, n'o devo ken sec'hed, an heol ne skoio ken warno na tommder ebet, | |