REVELATION OF JOHN
Chapter 9
Reve | BretonNT | 9:1 | Ar pempvet ael a sonas, hag e welis ur steredenn a oa kouezhet eus an neñv war an douar. Alc'houez puñs an donder a voe roet dezhañ, | |
Reve | BretonNT | 9:2 | hag e tigoras puñs an donder, hag e savas eus ar puñs ur vogedenn evel mogedenn ur fornez vras. An heol hag an aer a voe teñvalaet gant mogedenn ar puñs. | |
Reve | BretonNT | 9:3 | Kilheien-raden en em stlabezas war an douar eus ar vogedenn; roet e voe dezho ur galloud heñvel ouzh hini kruged an douar. | |
Reve | BretonNT | 9:4 | Lavaret e voe dezho tremen hep ober droug da c'heot an douar, na da c'hlazenn ebet, na da wezenn ebet, met hepken d'an dud n'o deus ket siell Doue war o zalioù. | |
Reve | BretonNT | 9:5 | Roet e voe dezho ar galloud, nann d'o lazhañ, met d'o heskinañ e-pad pemp miz, hag o foan a oa evel poan ar c'hrug pa flemm un den. | |
Reve | BretonNT | 9:6 | En deizioù-se an dud a glasko ar marv ha ne gavint ket anezhañ, fellout a raio dezho mervel hag ar marv a dec'ho diouto. | |
Reve | BretonNT | 9:7 | Ar c'hilheien-se a oa heñvel ouzh kezeg fichet a-benn an emgann. Bez' e oa war o fennoù kurunennoù heñvel ouzh aour hag o dremmoù a oa evel dremmoù tud. | |
Reve | BretonNT | 9:9 | Hobregonoù o doa evel hobregonoù houarn ha trouz o divaskell a oa evel trouz kirri gant kalz a gezeg a red d'an emgann. | |
Reve | BretonNT | 9:10 | Lostoù o doa evel re ar c'hruged hag en o lostoù e oa broudoù. O galloud a oa da noazout d'an dud e-pad pemp miz. | |
Reve | BretonNT | 9:11 | Ur roue o doa warno, ael an donder, galvet en hebraeg Abaddon hag e gresianeg Apollion (= distrujer). | |
Reve | BretonNT | 9:12 | Ar c'hentañ gwalleur a zo tremenet. Setu, dont a ra c'hoazh daou walleur all goude kement-se. | |
Reve | BretonNT | 9:13 | Ar c'hwec'hvet ael a sonas, hag e klevis ur vouezh a zeue eus pevar c'horn an aoter aour a zo dirak Doue, | |
Reve | BretonNT | 9:14 | o lavarout d'ar c'hwec'hvet ael en doa an drompilh: Diere ar pevar ael a zo ereet war ar stêr vras Eufratez. | |
Reve | BretonNT | 9:15 | Hag e voe diereet ar pevar ael a oa prest evit an eur, an deiz, ar miz hag ar bloaz, da lazhañ an deirvet lodenn eus an dud. | |
Reve | BretonNT | 9:16 | Niver marc'hegerien an arme en em save da zaou zekviliad a zekviliadoù (= daout c'hant milion), klevout a ris an niver anezho. | |
Reve | BretonNT | 9:17 | Evel-se e welis ar c'hezeg er weledigezh, hag ar re a oa azezet warno o doa hobregonoù a liv tan, pour-bran ha soufr. Pennoù ar c'hezeg a oa evel pennoù leoned, hag eus o genoù e teue tan, moged ha soufr. | |
Reve | BretonNT | 9:18 | An deirvet lodenn eus an dud a voe lazhet gant an tri dra-se, gant an tan, gant ar moged ha gant ar soufr a zeue eus o genoù. | |
Reve | BretonNT | 9:19 | Rak o galloud a oa en o genoù hag en o lostoù; o lostoù a oa heñvel ouzh naered hag o doa pennoù, ha dre ar re-mañ eo e raent droug. | |
Reve | BretonNT | 9:20 | Ar peurrest eus an dud, ar re ne voent ket lazhet gant ar goulioù-mañ, n'o doe ket keuz eus oberoù o daouarn evit paouez da azeuliñ an diaouled hag an idoloù aour, arc'hant, arem, maen ha koad, na c'hellont na gwelout, na klevout, na kerzhout. | |