I TIMOTHY
Chapter 3
I Ti | BretonNT | 3:1 | Ar ger-mañ a zo asur: mar fell da unan bennak bezañ eskob, e c'hoanta ur garg vat meurbet. | |
I Ti | BretonNT | 3:2 | Ret eo eta d'an eskob bezañ didamall, pried d'ur wreg hepken, poellek, fur, kempenn, degemerus, gouest da gelenn, | |
I Ti | BretonNT | 3:3 | nann techet d'ar gwin, na taer, na douget d'ar gounid dizonest, met habask, pell eus an tabutoù, hep pizhoni, | |
I Ti | BretonNT | 3:5 | rak ma ne oar ket unan bennak gouarn e di e-unan, penaos e kemero preder eus Iliz Doue? | |
I Ti | BretonNT | 3:6 | Ra ne vo ket nevez distroet ouzh Doue, gant aon, o vezañ c'hwezet gant an ourgouilh, na gouezhfe dindan kondaonidigezh an diaoul. | |
I Ti | BretonNT | 3:7 | Ret eo en defe ivez un testeni mat digant re an diavaez, gant aon na gouezhfe en dismegañs hag e pech an diaoul. | |
I Ti | BretonNT | 3:8 | Ra vo an diagoned ivez poellek, hep daou c'her, pell eus dirollerezh ar gwin hag eus ur gounid dizonest, | |
I Ti | BretonNT | 3:10 | Ra vo ar re-mañ ivez amprouet da gentañ, ha goude ra vint lakaet d'o servij mar d-int divlam. | |
I Ti | BretonNT | 3:11 | En hevelep doare, ra vo o gwragez poellek, hep droukkomz, habask, feal en holl draoù. | |
I Ti | BretonNT | 3:12 | Ra vo an diagoned pried da ur wreg hepken, o c'houarn mat o bugale hag o ziegezh o-unan, | |
I Ti | BretonNT | 3:13 | rak ar re o devo graet mat ar servij-se a c'hounezo ur renk enorus hag ur fiziañs vras er feiz a zo e Jezuz-Krist. | |
I Ti | BretonNT | 3:15 | hag evit ma ouezi, mar dalean, penaos eo ret en em ren e ti Doue, a zo Iliz an Doue bev, kolonenn ha sol ar wirionez. | |