I TIMOTHY
Chapter 5
I Ti | BretonNT | 5:1 | Na groz ket rust an den oadet, met ali anezhañ evel un tad, an dud yaouank evel breudeur, | |
I Ti | BretonNT | 5:4 | Met mar he deus un intañvez bugale pe bugale vihan, ra zeskint da gentañ en em reiñ da zoujañ Doue e-keñver o zud o-unan ha da rentañ d'o c'herent ar pezh o deus resevet diganto, rak kement-se a zo mat ha plijus da Zoue. | |
I Ti | BretonNT | 5:5 | An hini a zo gwir intañvez hag a zo chomet hec'h-unan, a esper e Doue hag a gendalc'h noz-deiz e pedennoù hag e erbedennoù. | |
I Ti | BretonNT | 5:8 | Ma n'en deus ket unan bennak preder ouzh e re, ha dreist-holl ouzh re e diegezh, nac'het en deus ar feiz hag eo gwashoc'h eget un den difeiz. | |
I Ti | BretonNT | 5:9 | Ra ne vo ket un intañvez douget war ar roll, nemet he defe tri-ugent vloaz, e vefe bet dimezet d'un ozhac'h hepken, | |
I Ti | BretonNT | 5:10 | he defe an testeni eus hec'h oberoù mat, an hini da vezañ savet he bugale, da vezañ degemeret an estrenien, gwalc'het o zreid d'ar sent, sikouret ar re c'hlac'haret, en em roet da beb seurt oberennoù mat. | |
I Ti | BretonNT | 5:11 | Met na zegemer ket an intañvezed yaouank, rak pa zeu o skañvder d'en em sevel a-enep Krist, e fell dezho dimeziñ, | |
I Ti | BretonNT | 5:13 | Ha gant kement-se, o vezañ didalvez, en em gustumont da vont eus an eil ti d'egile, ha n'int ket hepken didalvez, met ivez komzerezed ha kurius, o lavarout traoù n'int ket dereat. | |
I Ti | BretonNT | 5:14 | Me a fell din eta ma timezfe ar re yaouank, m'o defe bugale, ma c'houarnfent o ziegezh, ha ma ne rofent d'an enebour lec'h ebet da zroukkomz, | |
I Ti | BretonNT | 5:16 | Mar en deus ur c'hredour bennak, gwaz pe wreg, intañvezed, ra sikouro anezho ha ra ne vo ket bec'hiet an Iliz ganto, evit m'he devo peadra da sikour ar re a zo gwir intañvezed. | |
I Ti | BretonNT | 5:17 | Ra vo an henaourien hag a c'houarn mat barnet dellezek eus un enor doubl, dreist-holl ar re a labour d'ar prezegerezh ha d'ar gelennadurezh. | |
I Ti | BretonNT | 5:18 | Rak ar Skritur a lavar: Na vinwali ket an ejen a zorn an ed, hag: Ar micherour a zo din eus e c'hopr. | |
I Ti | BretonNT | 5:21 | Da bediñ a ran start dirak Doue, an Aotrou Jezuz-Krist hag an aeled dibabet, da virout an traoù-mañ hep van a zen ha d'ober netra en un doare untuek. | |
I Ti | BretonNT | 5:22 | Na laka da zaouarn war den re vuan ha na gemer ket lod e pec'hedoù ar re all. En em vir glan da-unan. | |
I Ti | BretonNT | 5:23 | Na gendalc'h ket da evañ dour hepken, met gra gant un nebeud gwin abalamour da'z stomok ha da'z tiaezamantoù stank. | |
I Ti | BretonNT | 5:24 | Pec'hedoù darn eus an dud a zo dizolo zoken a-raok ma'z int barnet, met bez' ez eus reoù all ha n'en em ziskouezont nemet goude. | |