I TIMOTHY
Chapter 6
I Ti | BretonNT | 6:1 | Ra sello ar re holl a zo dindan yev ar sklaverezh o mistri evel dellezek a bep enor, evit na vo ket anv ha kelennadurezh Doue mallozhet. | |
I Ti | BretonNT | 6:2 | Ar re o deus kredourien da vistri ra ne zisprizint ket anezho war digarez ez int breudeur, met ra servijint anezho gwelloc'h abalamour ma'z int kredourien ha re garet-mat, ha m'en em lakaont d'ober vat dezho. Desk an traoù-se hag ali anezho. | |
I Ti | BretonNT | 6:3 | Mar kelenn unan bennak en un doare all ha ma n'en em stag ket ouzh gerioù a silvidigezh hon Aotrou Jezuz-Krist hag ouzh ar gelennadurezh a zo hervez an doujañs-Doue, | |
I Ti | BretonNT | 6:4 | c'hwezet eo gant an ourgouilh, ne oar netra, met bez' en deus ar c'hleñved eus kudennoù ha tabutoù ar gerioù, ac'hane e teu ar c'hoant, an diroll, an diskred drouk, an diskredoù, | |
I Ti | BretonNT | 6:5 | an tabutoù aner etre tud o deus o skiant breinet, dibourvez eus ar wirionez hag a gred ez eo an doujañs-Doue un andon a c'hounid. Pella diouzh an dud-se. | |
I Ti | BretonNT | 6:9 | Met ar re a fell dezho bezañ pinvidik a gouezh en temptadur, er pech hag e kalz a c'hoantoù diskiant ha fall a stlap an dud er revin hag er gollidigezh. | |
I Ti | BretonNT | 6:10 | Rak karantez an arc'hant eo gwrizienn an holl drougoù. Hiniennoù o vezañ dalc'het ganti, a zo en em zistroet diouzh ar feiz hag en em daolet o-unan er brasañ poanioù. | |
I Ti | BretonNT | 6:11 | Met te, den Doue, tec'h diouzh an traoù-se ha klask ar reizhder, an doujañs-Doue, ar feiz, ar garantez, ar basianted, an douster. | |
I Ti | BretonNT | 6:12 | Stourm ar stourm mat eus ar feiz, krog er vuhez peurbadus ez out bet galvet dezhi, hag ec'h eus graet eviti un anzavadenn gaer dirak kalz a destoù. | |
I Ti | BretonNT | 6:13 | Aliañ a ran dit dirak Doue a ro buhez d'an holl draoù ha dirak Jezuz-Krist a reas un anzavadenn gaer dirak Poñs-Pilat, | |
I Ti | BretonNT | 6:14 | da virout ar gourc'hemenn disaotr ha divlam, betek donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist, | |
I Ti | BretonNT | 6:15 | a dle diskouez en e amzer ar Mestr benniget nemetañ, Roue ar rouaned hag Aotrou an aotrounez, | |
I Ti | BretonNT | 6:16 | an hini a zo dezhañ hepken an divarvelezh, a chom en ur sklêrijenn dreistdiraez, ne wel ket den ha ne c'hell ket den gwelout, a zo dezhañ an enor hag ar galloud peurbadus! Amen. | |
I Ti | BretonNT | 6:17 | Kemenn da re binvidik ar c'hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto, | |
I Ti | BretonNT | 6:19 | ha ma tastumint evel-se evit an amzer da zont un teñzor lec'hiet war un diazez start evit kaout ar vuhez peurbadus. | |
I Ti | BretonNT | 6:20 | O Timote, mir ar pezh a zo bet fiziet ennout, oc'h en em virout diouzh ar c'homzoù aner ha disakr ha diouzh ar c'houiziegezh a zo galvet e gaou evel-se, | |