I TIMOTHY
Chapter 4
I Ti | BretonNT | 4:1 | Ar Spered a lavar start penaos, en amzerioù diwezhañ, hiniennoù en em zistroio diouzh ar feiz evit en em reiñ da speredoù touellus ha da gelennadurezhioù an diaouled, | |
I Ti | BretonNT | 4:3 | o tifenn dimeziñ hag o c'hourc'hemenn tremen hep boued krouet gant Doue evit bezañ kemeret en ur drugarekaat gant an dud feal hag ar re o deus anavezet ar wirionez. | |
I Ti | BretonNT | 4:4 | Rak kement en deus Doue krouet a zo mat ha netra na dle bezañ taolet kuit, pa o c'hemer gant trugarez, | |
I Ti | BretonNT | 4:6 | Mar displegez an traoù-se d'ar vreudeur, e vi ur ministr mat eus Jezuz-Krist, maget gant gerioù ar feiz hag ar gelennadurezh vat ac'h eus heuliet. | |
I Ti | BretonNT | 4:8 | rak embreg ar c'horf a zo mat da nebeut a dra, met doujañs-Doue a zo talvoudek d'an holl draoù, o kaout ar bromesa eus ar vuhez a-vremañ hag eus an hini da zont. | |
I Ti | BretonNT | 4:10 | Gouzañv a reomp, a dra sur, kement a labourioù ha kement a zismegañs abalamour ma'c'h esperomp en Doue bev, an hini eo Salver an holl dud, dreist-holl ar gredourien. | |
I Ti | BretonNT | 4:12 | Ra ne zisprizo den da yaouankiz, met bez ur skouer d'ar gredourien, dre ar ger, dre ar gundu, dre ar garantez, dre ar spered, dre ar feiz, dre ar c'hlanded. | |
I Ti | BretonNT | 4:14 | Na zilez ket an donezon a zo ennout hag a zo bet roet dit dre brofediezh gant lakadur-daouarn kuzul an henaourien. | |
I Ti | BretonNT | 4:15 | Kemer preder en traoù-mañ, en em ro atav dezho evit ma vo da greskadurezh anavezet gant an holl. | |