JAMES
Chapter 5
Jame | BretonNT | 5:1 | Bremañ c'hwi, tud pinvidik, gouelit ha laoskit kriadennoù abalamour d'ar gwalleurioù a ya da gouezhañ warnoc'h. | |
Jame | BretonNT | 5:3 | Hoc'h aour hag hoc'h arc'hant a zo merglet, hag ar mergl anezho a sav e testeni a-enep deoc'h hag a lonko ho kigoù evel un tan. Dastumet hoc'h eus un teñzor en deizioù diwezhañ. | |
Jame | BretonNT | 5:4 | Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc'h eus dalc'het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù. | |
Jame | BretonNT | 5:5 | Bevet hoc'h eus er blijadurezh hag en dudi war an douar, en em leuniet oc'h bet evel en un devezh a lazhadeg. | |
Jame | BretonNT | 5:6 | Kondaonet hoc'h eus, lakaet hoc'h eus d'ar marv an hini reizh, ha n'en deus ket harzet ouzhoc'h. | |
Jame | BretonNT | 5:7 | Breudeur, gortozit gant pasianted donedigezh an Aotrou. Setu, al labourer-douar a c'hortoz gant pasianted frouezh prizius an douar, betek ma en devo resevet ar glav eus ar gentañ hag eus an diwezhañ amzer. | |
Jame | BretonNT | 5:8 | C'hwi ivez, gortozit gant pasianted, kreñvait ho kalonoù, rak donedigezh an Aotrou a zo tost. | |
Jame | BretonNT | 5:9 | Breudeur, na glemmit ket an eil a-enep egile, gant aon na vefec'h kondaonet. Setu, ar barner a zo e-tal an nor. | |
Jame | BretonNT | 5:10 | Va breudeur, kemerit evit skouer a boan hag a basianted ar brofeded o deus komzet en anv an Aotrou. | |
Jame | BretonNT | 5:11 | Setu, e tisklêriomp benniget ar re o deus gouzañvet gant dalc'hidigezh. Klevet hoc'h eus komz diwar-benn pasianted Job, ha ec'h anavezit an diwezh en deus roet an Aotrou dezhañ, rak an Aotrou a zo leun a drugarez hag a druez. | |
Jame | BretonNT | 5:12 | Dreist-holl, va breudeur, na douit na dre an neñv, na dre an douar, na dre le all ebet. Met ra vo ho ya, ya, hag ho nann, nann, gant aon na gouezhfec'h er gondaonidigezh. | |
Jame | BretonNT | 5:13 | Ha bez' ez eus unan bennak poaniet en ho touez? Ra bedo. Ha bez' ez eus unan bennak el levenez? Ra gano kantikoù. | |
Jame | BretonNT | 5:14 | Ha bez' ez eus unan bennak klañv en ho touez? Ra c'halvo henaourien an Iliz ha ra bedo ar re-mañ evitañ oc'h oleviñ anezhañ gant eoul en anv an Aotrou. | |
Jame | BretonNT | 5:15 | Pedenn ar feiz a saveteo ar c'hlañvour hag an Aotrou en adsavo, ha mar en deus graet pec'hedoù, e vint pardonet dezhañ. | |
Jame | BretonNT | 5:16 | Anzavit ho faotoù an eil d'egile ha pedit an eil evit egile, evit ma viot yac'haet. Pedenn c'hredus an den reizh he deus ur galloud bras. | |
Jame | BretonNT | 5:17 | Elia a oa un den techet d'an hevelep gwanderioù eveldomp. Pediñ a reas start na gouezhje ket a c'hlav ha ne gouezhas ket a c'hlav war an douar e-pad tri bloaz ha c'hwec'h miz. | |
Jame | BretonNT | 5:19 | Breudeur, mar pella unan bennak ac'hanoc'h diouzh ar wirionez ha mar deu unan all d'e zegas enni, | |