Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
JAMES
1 2 3 4 5
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 4
Jame BretonNT 4:1  A-belec'h e teu en ho touez an emgannoù hag an tabutoù? Ha n'eo ket eus ho kwallyouloù a stourm en hoc'h izili?
Jame BretonNT 4:2  C'hoantaat a rit ha ne berc'hennit ket. Muntrerien oc'h ha gwarizius, ha ne c'hellit ket resev ho kwalc'h. Stourm a rit ha brezeliñ, ha koulskoude ne berc'hennit netra peogwir ne c'houlennit ket.
Jame BretonNT 4:3  Goulenn a rit ha ne resevit ket abalamour ma c'houlennit fall, evit dic'hoantañ ho kwallyouloù.
Jame BretonNT 4:4  Tud ha gwragez avoultr, ha n'ouzoc'h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d'ar bed en em ra enebour da Zoue.
Jame BretonNT 4:5  Ha soñjal a rit e lavar ar Skritur en aner penaos: ar Spered a chom ennomp en deus c'hoantoù a zoug d'ar warizi?
Jame BretonNT 4:6  Er c'hontrol e ro ur c'hras vrasoc'h. Dre-se, ar Skritur a lavar: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d'ar re uvel.
Jame BretonNT 4:7  Sujit eta da Zoue, harpit ouzh an diaoul hag e tec'ho diouzhoc'h.
Jame BretonNT 4:8  Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc'h. Pec'herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoù.
Jame BretonNT 4:9  Merzit ho reuzeudigezh, bezit en kañv ha gouelit, ra vo troet ho c'hoarzh e daeroù hag ho levenez e tristidigezh.
Jame BretonNT 4:10  En em izelait dirak an Aotrou hag ec'h uhelaio ac'hanoc'h.
Jame BretonNT 4:11  Breudeur, na zroukkomzit ket en eil diwar-benn egile. An hini a zroukkomz diwar-benn ur breur pe a varn e vreur, a zroukkomz diwar-benn al lezenn hag a varn al lezenn. Ha mar barnez al lezenn, n'out ket un oberour eus al lezenn met ur barner.
Jame BretonNT 4:12  Ul lezenner hepken a zo, an hini a c'hell salviñ ha koll, te avat piv out, te hag a varn ar re all?
Jame BretonNT 4:13  Bremañ, ouzhoc'h ar re a lavar: Mont a raimp hiziv pe warc'hoazh d'ar gêr-mañ-gêr, hag e tremenimp eno ur bloavezh, da werzhañ ha da c'hounit.
Jame BretonNT 4:14  N'ouzoc'h ket petra a vo warc'hoazh. Rak petra eo ho puhez? N'eo nemet ur vogedenn en em ziskouez evit un nebeud amzer hag a dec'h goude.
Jame BretonNT 4:15  Kentoc'h e tlefec'h lavarout: Mar fell d'an Aotrou, e vevimp hag e raimp an dra-mañ pe an dra-se.
Jame BretonNT 4:16  Met bremañ e kavit gloar en ho fougeoù. Pep fouge a seurt-se a zo fall.
Jame BretonNT 4:17  Hennezh eta a anavez ar mad a dlefe d'ober ha n'henn gra ket, a bec'h.