Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
JAMES
1 2 3 4 5
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 1
Jame BretonNT 1:1  Jakez, servijer Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist, d'an daouzek meuriad a zo stlabezet: Salud!
Jame BretonNT 1:2  Va breudeur, sellit evel ul levenez vras an temptadurioù a bep seurt en em gav ganeoc'h,
Jame BretonNT 1:3  o c'houzout penaos amprouenn ho feiz a laka ar basianted da sevel ennoc'h.
Jame BretonNT 1:4  Ha ra zeuio ar basianted da gas hec'h oberenn da benn, evit ma viot peurvat ha peurc'hraet hep mankout e netra.
Jame BretonNT 1:5  Ma vank furnez da unan bennak ac'hanoc'h, ra c'houlenno digant Doue a ro d'an holl gant largentez hep rebech, hag e vo roet dezhañ.
Jame BretonNT 1:6  Met ra c'houlenno gant feiz, hep douetiñ, rak an hini a zouet a zo heñvel ouzh houl ar mor a zo keflusket gant an avel ha taolet amañ ha ahont.
Jame BretonNT 1:7  Un hevelep den ne dle ket gortoz resev un dra bennak digant an Aotrou,
Jame BretonNT 1:8  lodennet eo e galon ha kildro eo en e holl hentoù.
Jame BretonNT 1:9  Ra gavo gloar ar breur a stad izel pa vez uhelaet,
Jame BretonNT 1:10  hag an hini pinvidik pa vez izelaet, rak tremen a raio evel bleuñv ar geot.
Jame BretonNT 1:11  Savet eo an heol gant e dommder, sec'het en deus ar c'heotenn, kouezhet eo he bleuñvenn ha kaerder he neuz a zo kollet. Evel-se e weñvo ar pinvidig en e hentoù.
Jame BretonNT 1:12  Eürus an den a c'houzañv an temptadur, rak goude bezañ bet amprouet, e resevo ar gurunenn a vuhez en deus an Aotrou prometet d'ar re a gar anezhañ.
Jame BretonNT 1:13  Ra ne lavaro den pa vez temptet: Doue eo a dempt ac'hanon. Rak Doue ne c'hell ket bezañ temptet gant an droug hag e-unan ne dempt den.
Jame BretonNT 1:14  Met pep hini a zo temptet pa'z eo sachet hag hualet gant e zroukc'hoant e-unan.
Jame BretonNT 1:15  Hag an droukc'hoant, pa'z en deus koñsevet, a c'han ar pec'hed. Hag ar pec'hed, pa'z eo kaset da benn, a c'han ar marv.
Jame BretonNT 1:17  pep gras dispar ha pep donezon peurvat a zeu eus an nec'h hag a ziskenn eus Tad ar sklêrijenn, na vez ennañ na kemmadur na skeud a cheñchamant.
Jame BretonNT 1:18  Hor c'hrouet en deus hervez e volontez gant ger ar wirionez, evit ma vijemp evel ar c'hentañ frouezh eus e grouadurien.
Jame BretonNT 1:19  Evel-se va breudeur karet-mat, ra vo pep den buan da selaou, gorrek da gomz, gorrek da gounnariñ,
Jame BretonNT 1:20  rak kounnar an den ne beurc'hra ket reizhder Doue.
Jame BretonNT 1:21  Setu perak, oc'h en em ziwiskañ eus pep loustoni hag eus an holl zrougiezh, degemerit gant douster ar ger a zo bet plantet ennoc'h hag a c'hell saveteiñ hoc'h eneoù.
Jame BretonNT 1:22  Bezit oberourien eus ar ger, ha na vezit ket selaouerien hepken oc'h en em dromplañ hoc'h-unan dre arguzennoù fals.
Jame BretonNT 1:23  Rak mar d-eo unan bennak ur selaouer eus ar ger ha nann un oberour, ez eo heñvel ouzh un den a sell ouzh e zremm naturel en ur melezour
Jame BretonNT 1:24  ha, goude bezañ sellet outañ, a ya kuit hag a ankounac'ha kerkent penaos e oa.
Jame BretonNT 1:25  Met an hini en devo sellet ouzh al lezenn beurvat, lezenn ar frankiz, hag en devo kendalc'het hep bezañ ur selaouer ankounac'haus met o vezañ un oberour eus al labour, hennezh a vo benniget er pezh en devo graet.
Jame BretonNT 1:26  Mar soñj unan bennak ac'hanoc'h bezañ relijius ha ne vestroni ket e deod met e trompl e galon, relijion an den-se a zo didalvez.
Jame BretonNT 1:27  Ar relijion glan ha dinamm dirak Doue hon Tad, eo gweladenniñ an emzivaded hag an intañvezed en o glac'har, hag en em virout diouzh saotroù ar bed.