Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
JAMES
1 2 3 4 5
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 2
Jame BretonNT 2:1  Va breudeur, ra vo ar feiz hoc'h eus eus hon Aotrou glorius Jezuz-Krist diuntuek e-keñver diavaezioù an dud.
Jame BretonNT 2:2  Rak mar deu en ho podadeg un den gant ur walenn aour ha dilhad kaer, ha mar deu ivez e-barzh ur paour gant dilhad dister,
Jame BretonNT 2:3  hag o sellout ouzh an hini a zoug an dilhad kaer, e lavarit dezhañ: Azez amañ en ul lec'h mat, hag e lavarit d'ar paour: En em zalc'h aze en da sav, pe: Azez amañ e traoñ skabell va zreid,
Jame BretonNT 2:4  daoust ha ne rit ket van eus diavaezioù an dud e-touez ac'hanoc'h ha n'och ket deuet da vezañ barnerien gant soñjezonoù fall?
Jame BretonNT 2:5  Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n'en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d'ar re a gar anezhañ?
Jame BretonNT 2:6  C'hwi er c'hontrol, a zispriz ar paour! Ha n'eo ket ar re binvidik eo ar re a wask ac'hanoc'h hag a stlej ac'hanoc'h dirak al lezioù-barn?
Jame BretonNT 2:7  Ha ne vallozhont ket an anv kaer a zo bet galvet warnoc'h?
Jame BretonNT 2:8  Mar peurc'hrit al lezenn roueel hervez ar Skritur: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan, e rit mat,
Jame BretonNT 2:9  met mar grit van eus diavaezioù an dud, e rit ur pec'hed, o vezañ tamallet gant al lezenn da vezañ torrerien.
Jame BretonNT 2:10  Rak piv bennak en devo miret an holl lezenn met a gouezho war ur poent hepken, a vo kablus e-keñver an holl.
Jame BretonNT 2:11  Rak an hini en deus lavaret: Ne ri ket avoultriezh, en deus ivez lavaret: Ne vi ket muntrer. Neuze ma ne rez ket avoultriezh met mar drouklazhez, ez out torrer al lezenn.
Jame BretonNT 2:12  Evel-se, komzit ha grit evel tud hag a dle bezañ barnet dre lezenn ar frankiz,
Jame BretonNT 2:13  rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n'en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.
Jame BretonNT 2:14  Va breudeur, petra a dalvezo da un den lavarout en deus ar feiz ma n'en deus ket an oberoù? Hag ar feiz-se a c'hello e salviñ?
Jame BretonNT 2:15  Ma'z emañ ur breur pe ur c'hoar en noazh, ha ma vank dezho ar boued pemdeziek,
Jame BretonNT 2:16  ha mar lavar unan bennak ac'hanoc'h dezho: It e peoc'h, en em dommit ha debrit ho kwalc'h, ha ma ne rofec'h ket dezho ar pezh o deus ezhomm evit ar c'horf, da betra e servije kement-se?
Jame BretonNT 2:17  Evel-se emañ ivez gant ar feiz, ma n'eus ket an oberoù marv eo enni hec'h-unan.
Jame BretonNT 2:18  Met unan bennak a lavaro: Te ac'h eus ar feiz, ha me am eus an oberoù. Diskouez din da feiz hep da oberoù, ha me a ziskouezo dit va feiz dre va oberoù.
Jame BretonNT 2:19  Krediñ a rez ez eus un Doue hepken, mat a rez. An diaouled a gred ivez kement-se hag e krenont.
Jame BretonNT 2:20  Ha fellout a ra dit anavezout, o den aner, ez eo marv ar feiz hep an oberoù?
Jame BretonNT 2:21  Abraham hon tad, ha ne voe ket reishaet dre an oberoù pa ginnigas Izaak e vab war an aoter?
Jame BretonNT 2:22  Gwelout a rez penaos e laboure ar feiz gant e oberoù, ha penaos dre an oberoù ar feiz a zeuas da vezañ peurvat.
Jame BretonNT 2:23  Evel-se ar pezh a lavar ar Skritur a voe peurc'hraet: Abraham a gredas Doue ha kement-se a voe kontet dezhañ da reizhder. Hag e voe anvet mignon Doue.
Jame BretonNT 2:24  Gwelout a rit eta ez eo an den reishaet dre an oberoù ha nann dre ar feiz hepken.
Jame BretonNT 2:25  En hevelep doare Rahab ar c'hast, ha ne voe ket reishaet dre an oberoù pa zegemeras ar gannaded ha pa lakaas anezho da vont kuit dre un hent all?
Jame BretonNT 2:26  Evel ma'z eo marv ar c'horf hep ar spered, evel-se eo marv ar feiz hep an oberoù.